Breizh penn evit troad

N’eo ken nemet diwar kenemglev ma vez gwelet ar c’hartennoù troet dre vras gant an norzh e penn krec’h. N’emañ ket bet kont bepred evel-se. Ha da skouer, war ar c’hartennoù bet savet gant kartennourien Konk-Leon er XVIvet kantved e kaver kartennoù durc’haet war-du an norzh, gwir eo, met ivez reoù all etrezek ar su pe ar c’hornaoueg. Evel ma’z eo ront an Douar e vez diaes lakaat ur c’horreenn sferek da vont d’ober ur c’horreenn blat ha distreset e vez an traoù, ha dibaboù ’zo a laka da c’hoari ar ”c’heogreizennouriezh” alies betek re. Taer e stourmas ar Frañs en XIXvet kantved evit ma vije dibabet “hedredenn Pariz” da vezañ an hedredenn gentañ (hedredenn 0), ha n’eo nemet e 1911 e plegas da zegemer hini Greenwich (degemeret e 1884 gant ar peurrest eus ar bed). Hiziv an deiz e c’haller kavout kartennoù eus ar Bed, pe darn pe zarn anezhañ, gant ar su e krec’h. Meur a abeg a zo da gement-se: terriñ ar gizioù ha degas da soñj n’eus abeg fizikel pe skiantel a-zoare ebet evit dibab an norzh kentoc’h eget ar su, pe forzh peseurt tu all; abegoù etik a zo ivez: diskouez bepred an norzh e penn krec’h a c’hall lakaat an dud da grediñ, diemskiant, ez eus un norzh uhel (ar broioù pinvidik ha diorroet) a-us d’ur su izeloc’h e pep keñver. Gwechall-gozh e rae ar Vretoned, evel un darn vat eus tud Europa, gant ar reter da gentañ evit en em lec’hiañ, o treiñ etrezek an heol o sevel, ha diwar se e teu ar verb reteriñ. Kement a oa a-gleiz dezho e oa tu an norzh eta (graet e veze gant ar ger kleiz, “ar mor kleiz” da skouer), kement a oa a-zehou dezho e oa tu ar su neuze. Kement a oa dirak e oa ar gorre, pe uhel, ar pezh a oa a-drek a oa ar goueled, pe izel. Diwar an doare-se eo e teu an troiennoù Gorre-Breizh pe Breizh-Uhel, Goueled-Breizh pe Breizh-Izel. Dav gouzout evelkent e oa bet ivez, da heul Impalaeriezh Roma, ar ster “tost” ha “pell” diouzh Roma gant “uhel” hag “izel”, ha setu perak e kaver a-wechoù, e-barzh e testennoù kozh, Bro-Wened lakaet e Breizh-Uhel. Evit echuiñ, menegomp e veze an avelioù etre (biz, gevred, mervent, gwalarn) pouezusoc’h alies eget ar pevar avel vras evit merdeerien Breizh, hag e seblant nadoz-vor ar Vretoned bezañ skoret war ledredenn kreiz Bro-Skos.

Tennet eus Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Coop Breizh, 2011