Kumuniezhoù kumunioù (2014)

Ar c’humunioù bodet pe strollet a zo, hervez an dermenadurezh velestradurel, un diazezadur publik a genlabour etrekumunel (DPKE). Bezañ e oa anezho abaoe pellik dija met gant lezenn an 12 a viz Gouhere 1999 int bet kreñvaet. Ganti eo bet eeunaet stern ar c’henober etre ar c’humunioù. Diwar an deiz-se eo bet sklaeroc’h o ferzhioù hag o zachennoù plediñ. An DPKEoù-se a zo kumunioù hag a ya a-gevret a-benn kenverañ tachennoù plediñ ’zo. A-youl-gaer e ra ar c’humunioù kement-se. Hervez al lezenn o deus an DPKEoù da gefridi lakaat war-sav “raktresoù boutin e-barzh e takadoù kengred”. Gallout a ra bezañ raktresoù ekonomiezh, merañ al lastez, an treuzdougen foran, sevel levraouegoù etrekumunioù… Meur a stumm a c’hall an DPKEoù kaout: kumuniezhioù-kêr, tolpadoù-kêrioù pe kumuniezhioù kumunioù. Diouzh ment ar c’hêrioù hag ar c’humunioù eo ar c’hefridioù a c’hallont kaout. N’eus nemet Brest ha Naoned a-gement a zo kumuniezhioù-kêr. E 1973 e oa bet savet kumuniezh-kêr Brest hag unan eus ar re gentañ holl e oa. Al live kenlabour uhelañ an hini eo, ha kenveret e vez evel-se un darn eus mont en-dro ar c’humunioù. Ul live etre ar c’humuniezhioù-kêr hag ar c’humuniezhioù kumunioù a zo gant an tolpadoù kêr. Unnek anezho a oa e Breizh e 2010, hag ar re bobletañ e oa Roazhon, Sant-Brieg, an Oriant, Gwened ha Sant-Nazer. Kavout a reer en tu-hont da 140 DPKE en holl e Breizh. Daoust ma weler hiniennoù evel Redon, hag a zo deuet a-benn, e weler o deus bevennoù an departamantoù kalz a boan da steuziañ, ar pezh a ra gaou da dakadoù ’zo (Dinan, Karaez…).

Tennet eus Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Coop Breizh, 2011