Touristerezh

An aodoù, ar maezioù, an ardremezioù kaer ha gouez, glad ar savadurioù, un identelezh kreñv hag an heol — daoust d’ar pezh a lavar ar c’hoapaerien — pe, da vihanañ, gouloù hag a zo bet awen da nouspet livour brudet. N’he deus ket Breizh da glemm war an dachenn-se. Daoust da se n’eo ket trawalc’h evit bezañ ur misi. Kevezerezh kreñv a zo e bed an touristerezh ha cheñch a ra boazioù ar vakañserien, ha tremen devezhioù ha devezhioù war an aod o rouzañ n’eo ket ar pal ken. Gant ar sizhunvezhiadoù 35 eurvezh hag an DALoù a ya d’o heul, lakaet war-sav e dibenn an XXvet kantved, eo aet kalz war-gresk ar chomadennoù berr. Meur a gêr gozh o deus tapet kaout al label “Kêr arz hag istor”. Gwened ha Kemper evit o c’hreiz-kêr a sav d’ar grennamzer, Konk-Kerne ha Sant-Maloù evit o c’hêrioù kloz, Felger ha Gwitreg evit o c’hestell, darnoù meurdezusañ marzioù Breizh a glasker lakaat war roll glad ar bed. N’eo ket ar c’hêrioù bihan brav a ra diouer: Lokorn e Bro-Gernev ha Roc’h-an-Argoed e Bro-Wened da skouer. Tud a vez desachet kenañ gant ar gouelioù meur. En o zouez emañ gouelioù Kernev hag a zo o ren abaoe 1923 ha 300 000 a dud a zered bep bloaz d’arvestiñ ouzh sevenadur ar vro. Unan eus brasañ gouelioù sonerezh Europa eo hini an Erer Kozh gant 240 000 a dud hag a bae o flas. Met ne c’haller ket ober anv eus touristañ e Breizh hep ober anv eus an aod. Kalz a cheñchamant a zo bet abaoe penn kentañ an xxvet hag e lec’hioù hañviñ cheuc’h evel Dinarzh pe ar Baol. Ne c’haller ket chom hep menegiñ ar porzhioù-iliz — hep o far er bed — tost da Bark an Arvorig, nag ar chapelioù diniver, ha darn anezho a denn da ilizoù-meur evel hini ar C’hreiz-Kêr e Kastell-Paol pe hini Sant-Herbod e Plonevez-ar-Faou. Da galz pelloc’h c’hoazh en amzer e kas meurvein Karnag, Lokmaria-Kaer, Plouezoc’h pe Kameled a ziskouez e oa ar sevenadur o vleuniañ amañ abaoe ur viken.

Tennet eus Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Coop Breizh, 2011