Broioù

Diazez rannadur hengounel Breizh eo an nav bro vras. Aroueziet eo an nav bro-se war banniel Breizh gant an nav bandenn gwenn ha du. Daoust ma n’int tamm ofisiel ebet ken abaoe 1790, pa oa bet savet an departamantoù, ez int manet bev e spered an dud: e Breizh-Izel da gentañ pa vez graet c’hoazh bemdez-c’houloù gant Gwened, Kernev, Leon ha Treger. Da begen kozh e savont? Diaes eo gouzout. Ar pezh a ouzer eo ez int bet kendalc’het pe adsavet gant ar Vrezhoned d’ar mare ma oa galloud Roma war e ziskar, ha moarvat e savont da gozh-kaer pa weler o bevennoù, a zo harzoù naturel bras, evel stêrioù pe aradennadoù kribennoù…; pe neuze traoù savet gant an dud en amzer gozh evel mein-veur pe anvioù-lec’h rakvrezhonek. Mont a reont dre vras gant bevennoù ar meuriadoù kelt kozh: Kernev, Leon ha Treger a gendalc’h bro an Osismied; Bro-Wened a gendalc’h bro ar Weneted (daoust ma’z eo bet anvet Broereg e-pad ur pennad, war-lerc’h anv Gwereg, ar rener brezhon a c’hounezas ar vro); broioù Sant-Brieg, Sant-Maloù ha Dol a gendalc’h bro ar Goriosolited; ha neuze Bro-Naoned ha Bro-Roazhon, staget ouzh Breizh en IXvet kantved, a gendalc’h broioù an Namneted hag ar Redoned. Diazezet e voe an eskoptioù war ar broioù-se, setu ma vez kemmesket a-wechoù an daou live (daoust ma n’eus eskopti ebet a-gement a glotfe rik gant ur vro) hag ivez ar c’hontelezhioù kentidik: anavezout a reer evel-se konted Aled — a voe kaset diwezhatoc’h ar sez da Sant-Maloù — evel Deurhoiarn, aotrou galloudek Algam, bet anvet gant Nevenoe. Cheñch-dicheñch kenañ eo bet bevennoù ar c’hontelezhioù a-hed an istor abalamour d’ar feodelezh, kalz muioc’h eget reoù an eskoptioù, hag a zo bet kalz stabiloc’h.

Tennet eus Atlas Breizh / Atlas de Bretagne, Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Coop Breizh, 2011