Soliet eo ekonomiezh ar vro war daou vaen bras: al labour-douar hag ar pesketaerezh. E-kerzh an “Tregont vloaz glorius” eo bet diazezet kresk an armerzh war ar pezh a denne splet eus pinvidigezhioù ar vro, ha graet e vez “patrom gounezerezh Breizh” anezhañ. Kavet e vez abeg ennañ bremañ, evit pezh a sell an dour da gentañ penn. Gant an doare-se eo bet modernaet kalz an traoù ha lakaet Breizh e-barzh e framm ekonomiezh Europa. Kaset eo bet war-raok evel-se ar genwarezouriezh, ar c’hevelourioù hag ar raktresoù bras evel ar Brittany Ferries. Gallet o deus ar Vretoned “bevañ er vro”. Blaz ar c’hozh a zo un tamm gant an droienn-se met unan eus youloù don ar Vretoned eo. Gennadoù all a zo aet war-raok ivez, ar c’henwerzh a-vras, ar greanterezh hag ar servijoù, ha gallout a reer lavaret eo ingalet madik a-walc’h an obererezhioù war ar vro. War arbennikaat eo aet takadoù ’zo. Menegomp Roazhon (kirri-tan), Naoned ha Sant-Nazer (mekanikerezh, listri ha kirri-nij), Bro-Dreger (pellgehenterezh), Kernev-Izel (gounezvouederezh hag aveadurioù), ha Bro-Leon (kevelourioù labour-douar). E-pad pell e oa Brest hag an Oriant porzhioù-mor graet en-dro d’un arsanailh, met gouezet o deus tennañ splet eus o barregezhioù ha lakaet o deus anezho da dalvezout war dachenn teknologiezhioù ar mor. Gallout a reer menegiñ ez eus bet savet poloù kevezusted a-benn lakaat er gouloù chemet Breizh war an dachenn-se. Ur spered un tamm hañval a zo gant al label “Produet e Breizh” pa ro tro d’an embregerezhioù da desteniañ eus pelec’h e teu an traoù a reont. Daoust d’ar berzh mat-se e weler abaoe un toullad bloavezhioù e chom Breizh-Izel war-dreñv. Tapout a ra Naoned ha Roazhon muioc’h a labourioù hag a obererezhioù, er servijoù dreist-holl.