Un tamm kêriadenn eus ar Salzkammergut en Aostria an hini eo: Hallstatt. Ha graet e vez gant an anv-se evit ober meneg eus ar sevenadurezh keltiek kentañ, lec’hiet e-harz Alpoù an norzh. Ar rakger Hall a dalvez kement ha “holen” (soñjit e gerioù evel hal-mor, hag en adstumm halen a glever e su Breizh a-bezh), ha hengeltiek eo ar ger. Kavet e vez amplik en anvioù-lec’h ar c’horn-bro (Salzburg, kastell an holen). Klask bras a oa war an holen evit temziñ hag evit mirout ar boued, ouzhpenn ma’z eo hollret evit yec’hed an den. A-vras e vez korvoet an holen en viiivet kantved kent J.-K.. Nepell diouzh ar mengleuzioù holen e voe savet un nekropol. Kavet e oa bet e-tro 1710 ha furchet en xixvet kantved. Kement a draoù a oa bet dizoloet ma oa bet kavet mat degemer Hallstatt evit ober anv eus ar sevenadurezh keltiek kentañ. Padout a ra ar sevenadurezh-se eus an viiivet betek ar vet kantved kent Jezuz-Krist. Da gentañ e oa diazezet en norzh hag er c’hornaoueg eus an Alpoù. Diwezhatoc’h ec’h astenn ar sevenadurezh-se etrezek ar c’hornaoueg ha diazad ar Roen, Suis ha Bourgogn. War ar sevel loened e oa soliet hec’h ekonomiezh ha gwelet a reer e oa kreñvaet ar renkadoù sokial gant priñselezhioù hag un aristokratiezh brezelourien. Armoù a-zoare o devoa, goveliet en houarn, hag o brezelourien a oa e-touez ar re gentañ oc’h en em gannañ war varc’h evel ma tiskouez ar c’hlezeioù hir bet kavet. Ar pezh a zo bet kavet e bezioù ar briñsed “keltiek”-se a ro sklêrijenn war o c’hevredigezh. Armoù niverus a gaver en o bezioù, hag ivez kirri pompad pederrodek. Ouzhpenn-se e kaver rummadoù lestroù evañ, en arem alies. Mestr eo ar briñsed-se war an eskemmoù kenwerzh gant ar Su, eskemmoù kenwerzh hag a ya war-gresk. Diazezet eo reizhiad sokial ha politikel ar briñsed war kontroll an eskemmoù er c’hevandir; bresk eo avat pa’z eo stag ouzh degouezhioù diavaez. Ha setu ma’z a war an diskar trevadennoù gresian Mor Kreizdouar ar c’hornaoueg e dibenn ar vivet kantved. Drastus e voe an enkadenn genwerzhel-se. Dilezet e voe gwikadelloù priñsed sevenadurezh Hallstatt.
Tennet eus Atlas ar bed keltiek / Atlas des mondes celtiques, Mikael Bodlore-Penlaez, Erwan Chartier-Le Floch & Divi Kervella, Coop Breizh, 2014
Prenit atlas ar bed keltiek war lec’hienn Coop Breizh