Etimologiezh anvioù kumunioù Breizh

Etimologiezh anvioù kumunioù Breizh. Kaset eo bet a-benn al labour-se war 781 kumun (war 1 491 en holl) e 2005 a-raok ma oa bet krouet ar c’humunioù nevez (hervez al lezenn niv. 2010-1563 an 16 a viz Kerzu 2010, anvet “reform ar strollegezhioù tiriadel”). Kaset eo bet a-benn an enklaskoù gant Divi Kervella, kenaozer Geobreizh.bzh (hag en doa skrivet al levr Petit guide des noms de lieux bretons, Coop Breizh, 2007).

Anv brezhonekAnv gallekEtimologiezhNiv. dept.
AbarrezAbbaretzMarteze un anv diazezet war ar c'heltieg "barr" (heñvel ouzh ar brezhoneg "barr", lein, lec'h uhelañ).44
al Loc'hLe Lou-du-LacAr ger "louc'h" (stumm brezhoneg an hanternoz "loc'h").35
AlaerAllaireUn anv-den hep mar, ar memes hini hag a gaver e lec'h all e Breizh gant an anv Alar, Eler, Alor.56
AlgamAuganUn anv-den moarvat, da grediñ an elfenn al- a gaver en ur bern anvioù-tud brezhonek. Ar stumm ofisiel a ziskouez gallekadurioù.56
AlinegAllineucDiaes a-walc'h eo kaout un displegadenn d'an anv-mañ, daoust ma'z eo anat a-orin brezhoneg. N'hall ket bezañ ar ger-mell "al" en anv-mañ ("en" e vije bet en amzer ar brezhoneg er vro-se). War-zu un anv-den e vo gwelloc'h klask moarvat.22
AmbonAmbonDa vezañ tostaet marteze da Treambon e Plonevez-ar-Faou, ha suroc'h da enez Ambon (un enezenn a oa gwechall war ar Gwilen, e Bran). Marteze diwar ar galianeg "ambi" (en-dro, tro-dro) ha (?) "bonn", evel e-barzh "Bonoù"?56
an AlreAurayN'ouzer ket orin an anv. Peadra 'zo da grediñ ez eo un anv-den brezhonek kozh (an elfenn al- a gaver alies a-walc'h en anvioù brezhoneg: Alan, Alar, etc.). Moarvat n'en deus netra da welet gant an anv Ploare (< plouev+Erle) a zo e Douarnenez bremañ.56
an ArdevenErdevenEus ar rakger "ar" (a-dal da, ouzh) ha "tevenn" (un tevenn bras a zo war al lec'h).56
an ArvorLarmor-PlageKement ha "lodenn dost d'ar mor" e talvez an anv-mañ, gant ar rakger "ar" (dirak, a-dal), ha "mor" amañ e oa lodenn Plañvour eus tu ar mor.56
an Arvor-BadenLarmor-BadenDisrann eus Baden. Al lodenn a-hed an aod evel ma tiskouez an anv Arvor.56
an ArzhÎle d'ArzMeur a ginnig a c'haller kaout: "arzh" hag a dalvez al loen (an ourz); ar ger "arzh" hag a dalvez "beg, uhelenn" met an enez n'eo ket gwall uhel; met diwar un elfenn geltiek kozh hag a dalvez "maen".56
an ArzhanaouArzanoSavet eo an anv-den-mañ gant ar ger "arzh" (ourz) ha "naou" (anaoudegezh). Un "a" a zo en em silet etre an daou evit aesaat an distagadur, hag evel alies e brezhoneg pa grog un anv gant ur vogalenn, e vez lakaet alies ar ger-mell dirak.29
an DrenegLe DrennecSavet gant ar ger "draen" (plant draenek) + an dibenn -eg, da lavaret eo ul lec'h ma kresk plant pe gwez draenek.29
an Dre-NevezSaint-SauveurGant ster nevez "trev", da lavaret eo un disrann eus ur barrez. Savet eo bet diwar goust Kommanna er XVIIvet kantved. E galleg eo anv an iliz a zo bet roet d'ar barrez.29
an Drinded-KarnagLa Trinité-sur-MerDisrann nevezik (1864) eus Karnag. Anv ur c'harter anezhi e oa, dediet d'an Drinded.56
an Drinded-Porc'hoedLa Trinité-PorhoëtLec'h gouestlet d'an Drinded Santel. Spisaet eo anv ar gêr gant Porc'hoed, ma oa ar gêr-benn anezhi. Savet eoan anv-mañ gant paou+tre+koed (ar vro a-dreuz ar c'hoad). Ur "paou" (tiriad a-live izeloc'h eget ur vro) bras-bras e oa, diazez un arc'hdiagonelez56
an Drinded-SurzhurLa Trinité-SurzurUn disrann eus Surzhur. Ul lec'h gouestlet d'an Drinded. E-touez ar stummoù kozh e kaver an anvadur "Trinded ar Lann".56
an ElvenElvenAr memes anv hag ar sant kembreat Elwyn. Kemeret eo bet e blas en iliz gant sant Alban, marteze dre ma kaver an elfenn "gwenn" en anv Elven / Elwenn, pe neuze dre ma c'hall an anv Alban emdreiñ en Elven. Evel alies e brezhoneg Gwened e vez lakaet ar ger-m56
an Erge-VrasErgué-GabéricErge (savet gant "ar", dirak, ha "kae" (kleuz, savenn douar), a dalvez ul lec'h difenn kreñvaet.
Kaberig a zo un anv-den.
E brezhoneg e vez lavaret "an Erge Vras" evit dishañvalout diouzh "an Erge Vihan" a zo "Ergué-Armel", stag bremañ ouzh kumun Kemper.
29
an EskevienEsquibienN'en deus al lec'h-mañ netra da welet gant "eskibien" (n'eo nemet un etimologiezh faltazi miret gant ar stummoù skrivet), p'eo an distagadur "an Eskevien", a zo ur ger hag a dalvez "reier, kerreg" (er mor).29
an IgnelInguinielMarteze un adstumm eus an anv a gaver er gumun nes (an Ignol). Diaes a-walc'h avat kaout penn en anv avat. Er stumm ofisiel n'eo "in" nemet ar ger-mell "an" en henvrezhoneg. Ar ger a zo marteze "gwiniol" (skav-gwrac'h e kembraeg).56
an IgnolLignolMarteze un adstumm eus an anv a gaver er gumun nes (an Ignel). Mar kaver meur a lec'h "Nignol" er Mor-Bihan eo diaes a-walc'h avat kaout penn en anv. Diwar ur stumm kozh (hini 1418) e c'haller marteze kavout "lin" (< lein -- barr) en anv-mañ, mui "gwiniol56
an IntelÉtelDiwar ar stummoù kozh hag an anvadur brezhoneg e c'haller lavaret eo ar ger "enk" (strizh) a gaver en anv-mañ, ger a gaver alies en anvioù-lec'h, gant un eil elfenn a vije Tel(l), anv kozh ar stêr hag a zo aet da get. Evel evit ur bern anvioù a grog gant 56
an OnnegLa FresnaisLec'h ma kresk gwez onn.35
an OriantLorientAnv nevez a-walc'h. Diwar anv ul lestr, an hini kentañ savet e santieroù ar Faouedig hag anvet "Le Soleil d'Orient", berraet en Oriant. Lakaet e oa bet sevel gant Kompagnunezh Indez ar Sav-Heol.56
an OspitalHôpital-CamfroutOspital a verk un diazez eus menec'h urzh an Ospital. Kamfroud eo anv ar stêr a dremen dre eno, savet diwar "kamm" ha "froud", ar pezh ez eo e gwirionez, dreist-holl en he red uhel.29
an Treoù-KernevLe TrévouxLiester ar ger "trev".29
an Treoù-LeonLe TréhouLiester ar ger "trev".29
an TrevoùTrévou-TréguignecLiester ar ger "trev".22
an UhelgoadHuelgoatSavet gant "uhel" ha "koad", da lavaret eo "ar c'hoad uhel".29
AndelAndelDiasur a-walc'h eo an anv-mañ hag an orin. Da vezañ tostaet da Trevendel (trev+endel) e Bro-Sant-Maloù.22
Andolieg-KernevezAndouillé-NeuvilleMarteze eus un anv-den keltiek hag a dalvez kement ha "haroz-brezel meur" (< *Andoliatos). Anavezout a reer ar stumm latinekaet Andolatius.
"Kernevez" a dalvez "kêr" + "nevez".
35
AnkinizAncenisEus ar brezhoneg "ank" (lec'h enk), mui ar ger "iniz" (enez). Emañ al lec'h war ul lec'h enk eus al Liger.44
ar BonoùBonoAr ger "bon" (genoù ster) a zo marteze en anv-mañ, pe neuze ar ger "bonn" (maen-harz), gant al liester. Da vezañ tostaet moarvat da anv kumun Ambon, nepell alese, ha da enez Bonno (er Jentilez).56
ar C'haeoùLe QuiouAr ger "kae" (kleuz hep foz, savenn douar) el liester.22
ar Chapel-NevezLa Chapelle-NeuveEeun eo an anv da gompren. Un disrann eus Plougonveur eo.22
ar Chapel-NevezLa Chapelle-NeuveAnv eeun da gompren. Un adkreizenn relijiel nevez (eus Pluvelin).56
ar Chapel-WagelinLa Chapelle-GacelineUr chapel, un adlec'h relijiel. An anv Gwagelin a vez adkavet e Diellevr Redon (gant ar skrivadur "Uuacelina"), un anv plac'h e oa.56
ar C'havrLe Gâvre"Gavr" eo al loen, a gaver alies evit anvioù kozh-kozh. Gwelit ivez anvioù evel Gavriniz, Beg ar C'havr...44
ar C'hembodLe CamboutEus ar brezhoneg "kembod" hag a dalvez kement ha "rann eus un diriegezh".22
ar C'hloastr-PlourinLe Cloître-Saint-ThégonnecLec'h diazezet gant menec'h a oa stag ouzh abati ar Releg (e Plouneour-Menez). Lakaet e vez Plourin da heul dre m'eo un disrann diouti. E galleg e lakaer Sant-Tegoneg dre m'eo penn ar c'hanton, met nevez eo an anvadur-se, war ar marc'had emañ ar C'hloastr29
ar C'houerc'hadLe Vieux-MarchéStumm emdroet eus "ar C'hozh Varc'had" (ar Marc'had Kozh), ur rann eus Plouared eo.22
ar C'hourLe CoursMoarvat n'eo nemet un droidigezh c'hallek eus ar ger "lez". Un doare boas da sevel anvioù gant lez a oa lakaat lez + elfenn anv al lec'h, amañ Molac. Un disrann nevez a-walc'h (1839) eus Moulleg eo al lec'h-mañ.56
ar C'hrav-Sant-LaorañsLa Grée-Saint-Laurent"Grav" a zo un hent gant pouez-krec'h. Sant Laorañs eo paeron ar barrez.56
ar C'hroestiLe CroistySavet gant "kroez" (kroaz) ha "ti", en enor d'ar Wir Groaz. Savet eo bet gant menec'h an Ospital.
56
ar FaouLe FaouA bep seurt orin a c'hall bezañ d'an anv-mañ: "faou" a zo ur seurt gwez. Pe neuze kemmadur ar ger "paou" (rann-vro) dindan ur stumm kemmet evel ma kaver en anvadur Plonevez-ar-Faou. Ar paou-se a vije un isrann eus ar Poc'hêr, pe neuze ar paou-se a vez gra29
ar FaouedLe FaouëtLec'h ma'z eus gwez "faou", mui an dibenn -ed, ar pezh a dalvez "ul lec'h ma kresk...".56
ar FavedLe FaouëtLec'h ma kresk gwez "faou". Er vro e vez distaget "ar Faved".22
ar FolgoadLe FolgoëtSavet gant ar ger "foll" (delioù, hag a gaver er ger "follenn"), mui ar ger "koad", gant ar ster "koad deliaouek". Tem "foll ar c'hoad", gant ar ger "foll" (diskiant) 'zo bet staget ouzh an anv-se, e meur a lec'h e Breizh, hag amañ ur pardon bras.29
ar Forest-FouenantLa Forêt-FouesnantAr ger "forest" a dalvez ur goadeg dindan dalc'h un aotrou da vare ar feodelezh. Un darn eus Fouenant e oa a-raok. Staget eo bet an anv-mañ evit dishañvalout diouzh ar Forest-Landerne.29
ar Forest-LanderneLa Forest-LanderneauAr ger "forest" a dalvez ur goadeg dindan dalc'h un aotrou da vare ar feodelezh. Un darn eus Gwipavaez e oa a-raok. Staget eo bet an anv Landerne (ur gêr dost) evit dishañvalout diouzh ar Forest-Fouenant.29
ar FouilhezLa FeuilléeAnv a orin romanek, hag a dalvez lec'h deliaouek.29
ar GelvenegGuilvinecHervez L. Fleuriot e teuje an anv diwar ur ger *gelvineg hag a dalvez kement ha "a-stumm gant ur beg", un anv deskrivañ eus an arvor e vije eta. Un anv evel-se a gaver e Plougoñ (Bae ar Golvinog -- evit an daou stumm distagañ, gwelet anv an enezennig Teve29
ar GemeneGuémené-sur-ScorffEus ar brezhoneg "kemened" (gant ur c'hemmadur goude "ar"), ur ger hag a dalveze "rann", "disrann", er grennamzer.
Ar gemened-se a oa Kemened-Gwegan.
56
ar Genkiz-YuzhaelPlessix-BalissonAr ger kenkiz a dalvez ul lec'h difenn gant brankoù plezhennet. Troet e vez ingal gant "plessix" e galleg (keñveriit brezhoneg plezh gant galleg pless-). Staget e vez ouzh an anv-se anv aotrou kentañ al lec'h, e galleg e vez graet gant anv unan eus e zisk22
ar GovelioùLes ForgesTroidigezh ar ger "forges", lec'h ma vez labouret an houarn.56
ar GroazigLe CroisicEus ar brezhoneg "kroazig", ur groaz vihan.44
ar Groez-HeleanLa Croix-HelléanAn anv "kroez" (= kroaz) evit kehelerezh ar Groaz Santel. Evit "Helean", gwelet an anv-se.56
ar GwernoùLe GuernoLiester an anv "gwern" (lec'h ma kresk gwez "gwern"), alies gant an dalvoudegezh lec'h gleb.56
ar MerzherLe MerzerLec'h ma vez miret relegoù ur merzher (pe meur a hini). Evit hemañ n'ouzer ket pehini.22
ar Merzher-SalaunLa MartyreAr merzher a dalvez kement ha "bered" e lec'hanvadurezh. An anv Salaun a ra dave da Salaun, roue Breizh, hervez ar gredenn, daoust ma'z eus kalz a lec'hioù a c'hallje talvezout ivez da verkañ al lec'h ma voe drouklazhet roue ar Vretoned. Kavout a reer ali29
ar PlankLa Planche"Plank", amañ evit "leur-bont".44
ar PontoùLe PonthouLiester ar ger "pont".29
ar PoulgwennLe PouliguenEus ar brezhoneg "poull" (amañ evit ar bae), mui "gwenn" gant ar ster "mar".44
ar Releg-KerhuonLe Relecq-KerhuonSavet gant anv daou lec'h. Ar Releg eus un tu, hag a dalvez el lec'hanvadurezh "bered" dreist-holl, ha Kerhuon, eus an tu all. Amañ gant an dalvoudegezh "kastell, maner" + an anv-den Huon. Anavezet e oa alies ar gumun-se abalamour da Kerc'horr, ur gêriade29
ar Roc'h-BernezLa Roche-BernardRoc'h a zo ul lec'h kreñv savet war un uhelenn roc'hellek. Bernez a zo diwar ar germanek norsek Bjarnhard, anv an aotrounez kentañ, hag a zo hañval e dalvoudegezh ouzh hini Arzhal (arzh = bern; gal (galloud, kreñvder, nerzh); hard, kalet, solut, kreñv).56
ar Roc'h-DerrienLa Roche-DerrienAn anvioù gant "roc'h" evit kestell a ziskouez ul lec'h kreñv savet er grennamzer. Hemañ a oa bet savet gant un den anvet "Der(r)ien", mab da Herri, kont Treger hag Avaougour, war-dro an 12vet kantved.22
ar Roc'h-MorvanLa Roche-Maurice"Roc'h" zo ul lec'h kreñv savet e-kreiz ar grennamzer. Staget eo bet outi anv Morvan, beskont ar Faou a lakaas sevel anezhi.
A-wechoù e vez lavaret "Roc'h-Landerne" ivez e brezhoneg komzet.
29
ar SentLe SaintMarteze diazezet war Segontivum, lec'h orin ar bagadoù soudarded brezhon-ha-roman a zeuas da zifenn al ledenez (gw. ivez anvioù evel "Kersent"). Nepell alese, e Gourin, ez eus un anv-lec'h "Lansent" a c'hallfe bezañ kar.56
ar SornLe SournMard eo ar memes anv hag an anvioù "sourn" ha "sorn" a gaver a-hed an aod, e vefe un anv evit reier, dreist-holl reier a-rezed. Alies e seblant "sorn" enebiñ ouzh "kleger". Amañ ivez war a seblant. Neuze e vefe ar Sorn lakaet "a-enep" da Glegereg (kleger 56
ar VezvidLa BouillieLec'h ma kresk gwez bezv. Kement-se eo ar pezh a soñj ar braz eus ar glaskerien. Troidigezh ar stumm galleg eo ar stumm brezhoneg.22
ar VoudennLa Motte"Moudenn" a dalvez ur savenn douar kreñvaet, un doare ober a veze graet er grennamzer. Amañ eo hini La Douve-ès-Louais.22
ar Vourc'h-WennBourg-Blanc"Bourc'h Wenn" pe "ar Vourc'h Wenn". Talvoudegezh resis ar ger "gwenn" amañ n'eo ket anavezet. Ouzhpenn al liv e talvez ivez kement ha "glan", "sklaer", "mat"...29
ar Yeuc'hLe JuchAdstumm lec'hel eus ar ger "yoc'h" pe "yuc'h" hag a dalvez ur c'halz, ur bern, diwar stumm an uhelenn ma oa pintet ar c'hastell kozh.29
AradonArradonAnv diaes da zisplegañ evel alies er vro-se. An dibenn -on a gaver aes a-walc'h en anvioù tud brezhonek kozh avat.
Un dra 'zo sur, n'heller ket soñjal gwelet an dibenn -don keltiek (lec'h kreñv = brezhoneg "din") en anv-mañ.
56
Argantred-ar-GenkizArgentré-du-PlessisDiazezet war ar ger "arc'hant" pe "argant", moarvat dre ar c'heltieg, ha romanekaet goude, an eil tamm "red" a dalvez "lec'h kreñv". Gallout a ra bezañ ar metal (barrek e oa ar C'halianed war ar metaloù prizius), pe neuze e c'hall ober dave d'a liv (ul li35
ArgolArgolUn anv anavezet a-gozh eo, met n'eus bet kavet displegadenn dereat ebet dezhañ evit ar poent.29
Arwerneg-VeurGrand-AuvernéAnv keltieg, "ar" (rak, dirak, a-enep), ha "gwerneg" (lec'h ma'z eus gwern, lec'h gleb).44
ArzhalArzalAnv-den diwar "arzh" (ourz) hag an dibenn -al < gal (nerzh, kreñv).56
Arzhon-RewizArzonMont a ra al lec'h-mañ (Arzhon, "an Arzhon" alies er vro) gant "an Arzh" (an enez e Mor-bihan Gwened). Diazezet eo war ar ger "arzh" (ourz), pe "arzh" (uhelder), mui an dibenn -on.56
BadenBadenN'eus bet kavet displegadur mat ebet c’hoazh evit an anv-mañ.56
Bagar-BihanBaguer-PicanBagar a seblant bezañ ar memes anv ha Be(g)ar e Bro-Dreger. War a seblant e oa Bagar (Morvan ha Bihan) un tiriad hepken gwechall. "Bihan" a zo amañ evit diskouez eo al lodenn vihanañ, tra ma'z eo Morvan un anv-den, koulskoude emañ e-barzh an elfenn "mor" 35
BanalegBannalecSavet gant ar ger "banal" (ar plant) hag an dibenn -eg. Lec'h ma kresk banal.29
BangorBangorKavet e vez an anv-mañ e meur a vro geltiek. Savet eo gant ar ger "bann" (bann, beg, korn) ha "kor" (kloz, bod).56
BaodBaudDiaseur eo orin an anv. Pa weler an anv "Lenvaud" e Gwennen (a zo un disrann eus Baod) e c'haller soñjal ez eus d'ober gant un anv-den.
Met Baod a zo ivez emdroadur brezhonek reizh eus al latin "volta" (bolz, pe kromm) -- keñveriañ ar ger "baot", loen kro
56
BargazhBarbechatDiwar ur c'heltieg kozh "barr" (evel brezhoneg "barr") hag ur ger a dalvez "harz". Ul lec'h war an harzoù e oa abaoe an amzerioù koshañ.44
BartelameSaint-BarthélemyGant ar stumm brezhonek n'eus ket eus ar ger "sant". Kement-se a c'hall bezañ e brezhoneg. Daoust da se, e c'haller soñjal ivez en ur c'hristenekadur ofisiel diwar un anv disheñvel-mat: marteze "ber" (metatezenn voas "bre", uhelenn), ar pezh a zo gwirhañv56
Bazeleg-an-DezerzhLa Bazouge-du-DésertBazeleg a zeu eus al latin basilica hag a dalvez e penn kentañ ur savadur meur hag a servij da varc'had, da lez-varn. Talvezout a reas ivez al lec'hioù-se da lec'h relijiel. Kavout a reer an anvioù-se alies a-hed bevennoù etre ar c'heodedoù galian-ha-roma35
Bazeleg-ar-VeinegBazouges-la-PérouseBazeleg a zeu eus al latin basilica hag a dalvez e penn kentañ ur savadur meur hag a servij da varc'had, da lez-varn. Talvezout a reas ivez al lec'hioù-se da lec'h relijiel. Kavout a reer an anvioù-se alies a-hed bevennoù etre ar c'heodedoù galian-ha-roma35
BearBégardAn distagadur a-vremañ, "Bear" a zeu diwar boas brezhonegerien Treger da lakaat ar "g" etrevogalennek da fatañ. An anv-mañ 'zo da vezañ tostaat marteze d'an div Bagar a gaver e-kichen Dol. Talvezout a ra an anv-mañ ul lec'h gleb, pe neuze ez eo un anv-den22
BegaonBéganneAozet gant ar ger "beg" hag "aon" (hag a dalv kement ha stêr).56
BegnenBignanDa vezañ tostaet ouzh anvioù a-seurt gant Beignon, Bignon, pe "bugn" (e Breizh-Izel), hag a dalvezfe kement hag "eienenn", "mammenn". Marteze ur ger keltiek rakvrezhonek.56
BeiBayeDiasur eo orin an anv-mañ. Darn a wel anv ur werc'hez eus Bro-Skos (B. Tanguy). A-hend-all, anv keltiek kozh ar "faou" (bagos), pe un adstumm bennak, a c'hall reiñ ur stumm "bei" e brezhoneg.29
BelerBilliersMarteze diwar an anv "bel" (un anv doue) da vezañ tostaet da Belenos (un doue gouloù), keñveriañ gant menez Beler (lec'h uhelañ departamant Aodoù-an-Arvor).
Gant ar stummoù kozh ("Beler") n'haller ket kaout en anv-mañ an termen "bil" (beg, uhelenn...).
56
BelzBelzAnv ur barrez deuet da vezañ kumun, met ivez hini ur "paou" kozh, hag un deanelezh a oa enni 18 parrez.
Tud 'zo o deus kinniget un orin galianek diwar un doue(ez) lugernus bennak evel Belisama pe Belenos, pe ul lec'h lugernus.
Met kavet e vez ivez ar ger
56
Benac'hBelle-Isle-en-TerreDishañval-mat eo an anv brezhonek hag an hini gallek, daoust ma c'hallont dont o-daou eus ar memes ger: Beniss(e) (1235) en dije roet > Benec'h > Benac'h, hag ar galleg Belis (komprenet evel Belle-Isle, Enez Kaer), met un anv-lec'h Enez Kaer a zo nepell a22
BenionBeignonOrin diasur. Kinniget e vez gant E. Vallerie ar wrizienn rakkeltiek "*ved" (uhelenn). An dibenn a seblant bezañ keltiek avat.56
BenodedBénodetSavet gant "ben" (genoù ur stêr), hag "Oded", anv ar stêr a ya er mor amañ.29
Berc'hedBerhetBerc'hed eo anv maeronez Iwerzhon (Berc'hed Cill Dara), met en iliz eo bet lakaet en he lerc'h santez "Birzidañ" (evel ma vez lavaret er vro), Berc'hed Sveden.22
Berc'hedSainte-BrigitteLavaret e vez "Berc'hed" kentoc'h eget "Santez Berc'hed" e brezhoneg. Berc'hed Cill Dara (koad derv) eo maeronez Iwerzhon, bet kemeret ganti lec'h un doueez kozh. Ul liamm a c'hallje bezañ, p'emeur amañ en ul lec'h koadek (koad Kenekann) gant micher an ho56
BerneBernéDiasur eo orin an anv-mañ. Diwar ar stummoù kozh e c'haller gwelet an elfenn ber (< bre, uhelenn) en anv-mañ. Un tolead torgennek an hini eo evit gwir.56
BerrienBerrienKrediñ a reer hon eus d'ober amañ gant un anv-den. Ur santez gant an anv-se a gaver e Kernev-Veur.29
BerrigBerricMoarvat diwar ar brezhoneg "barr" (lein menez) gant an dibenn bihanaat -ig.56
Beuzeg-ar-C'habBeuzec-Cap-SizunBeuzeg a zo un anv-den brezhoneg (ur sant eus an anv-se a zo). Ouzh an anv-se eo staget anv ar paou (rann ur vro), hini ar C'hab-Sizun (ar C'hab ent-berr e brezhoneg komzet). Ur "Beuzeg" all a zo: Beuzeg-Kab-Kaval er vro Vigoudenn.29
Beuzid-an-DouredLa Boissière-du-DoréLec'h ma kresk beuz. Ar red-dour a zo eno eo an "Doré", diwar ar c'heltieg kozh kar d'ar brezhoneg "dour" + "red".44
BiliegBilléPe neuze an elfenn "bil" hag he deus roet an anv "bil" a dalvez "uhelenn".
Pe neuze ar c'heltieg "bilio-" (gwezenn) gant ar ster gwezenn dibar, gwezenn sakr...
35
BilioùBillioLiester ar ger "bil", ger brezhonek hag a dalvez kement hag "uhelenn".
Met diwar ar stumm "Moustoer-Biliou" a gaver er grennamzer eo marteze suroc'h gwelet e-brzh an anv Bili (a zo ur sant) gant un dibenn bihanaat -où. U anv-lec'h Sant-Bili a zo un tammig
56
BinigBinic"Ben" hag a dalvez genoù ur stêr, hag "Ig", anv ar stêr a zifluk eno.22
Bizhui-an-DourBieuzyDiasur un tamm eo an anv. Met ma seller ouzh distagadur an anv /bihui/ e ranker tostaat an anv-mañ ouzh "Bihoué" e Kewenn (gant ur "chapel sant Bihui" nepell alese e Plañvour), ha Sant-Bihi, kumun en Aodoù-an-Arvor.
Lakaet e vez "an dour" ouzhpenn, evit e
56
Boc'harzhBoharsSavet gant ar ger "bod" (annez, a ziskouez eo ul lec'h savet er grennamzer uhel) mui ar ger "garzh" (heuliad gwez pe plant, a servije alies da linennoù difennet, plezhennet da skouer).29
BodeoùLe BodéoMarteze gant an elfenn "bod" (annez, lec'hanv eus ar grennamzer uhel), met diaes eo gwelet petra eo an eil elfenn. Netra da welet avat gant sant Teo (evel m'eo bet graet gant an Iliz), pe sant Eo (graet gant lec'hanvadurourien 'zo). Hervez ar stummoù kozh22
BodilizBodilisSavet gant ar ger "bod" (annez, a ziskouez eo ul lec'hanv savet er grennamzer uhel) + ar ger "iliz".29
Bodsorc'helBotsorhelAr ger "bod" (lec'h annez, diazezet e-kerzh ar grennamzer uhel), mui un anv, moarvat un anv-den, ha n'ouzer ket kalz a dra diwar e benn (*Sorc'her a seblant bezañ bet er penn kentañ, gant un "'l" disheñvelaat en dibenn deuet war-lerc'h).29
BohalBohalSavet war a seblant gant ar ger "bod" (annez), ha "hael" (un anv-den gant an dalvoudegezh "hael" just a-walc'h).56
BolazegBolazecSavet gant "bod" (annez, diazezadur eus ar grennamzer uhel), mui ar ger "glazeg" (glasvez, glazur). Alies a-walc'h e kaver anvioù o tennañ d'ar gwez gant an elfenn "bod" (gwregel), hep na vefe ar ger "bod" (gourel, torkad gwez).29
BoneurBotmeurSavet diwar "bod" (annez), ha "meur". Ur "vod vihan" a zo ivez er gumun. Ar stumm distaget eus an anv (Boneur) a zo un emdroadur reizh e brezhoneg. Klevet e vez ivez "bodeur" a-wechoù.29
BoskazouBoqueho"Bod" + Kazoù, un anv-den a gaver e lec'h all (evel e Langazoù er Vinic'hi).22
BoulvriagBourbriacBourc'h (emdroet e "boul(c'h)") + Briag (ur sant a gaver e anv ivez e Sant-Briag da skouer).22
Bourc'h-BazBatz-sur-MerN'eus bet kavet displegadenn vat ebet d'an anv-mañ evit c'hoazh. Heñvel eo ar gont evit "Enez-Vaz" (< Baz) e Bro-Leon.44
Bourc'h-KintinLe Vieux-BourgKreizenn gozh Kintin. Goude e oa bet en-dro d'ar c'hastell.22
BoursaoutBourseulDa dostaat d'ar ger "bour/bor" hag a dalvez “bos, kreskenn, berniad". An eil elfenn a seblant bezañ ar memes hini hag e-barzh Kersaout a zo en tu-mañ da 7 km.22
BowidelBobitalSavet diwar "bod" (annez, anv eus ar grennamzer uhel) + an anv-den Gwidel (< Wital). dw > b a gaver er stumm ofisiel, a zo un emdroadur anavezet.22
BozegBouéeMarteze eus ar galianeg pe ar brezhoneg "boz" (trec'h, mad, pinvidigezh), a gaver puilh en anvioù lec'h ha tud, kevatal d'an anv Beuzeg e Breizh-Izel, pe c'hoazh Boe (e Lanvoe), h.a.44
BrandeviBrandivyBrann (doare gwenedek "brenn", "bronn", torgenn), ha Divi (anv-den, Devi eo ar stumm gwenedek).56
BrasparzhBraspartsAr stummoù kozh a ro "perz" (= perzh) evit an eil lodenn, hag a zo kevatal da "parzh" (lodenn), kv. "kemer perzh", an distagadur "parzh" zo deuet diwar an "a" kentañ moarvat (hini bra-). Hervez ar stummoù kozh c'hoazh, n'eo ket al lodenn gentañ an anv-gwa29
Brec'hBrechOrin diasur.56
Brehant-LoudiegBréhanPe neuze un anv deskrivañ, ar pezh a dalvez "strizhenn, tremen enk" (gwelet ar ger brezhoneg a-vremañ, briant, evit "trachée"), pe neuze un anv-den (Brec'han(t)), ar pezh a c'hallje bezañ a-walc'h p'eo ur barrez kentidik. Ur Brec'hant istorel brudet a zo,56
Brehant-MonkontourBréhandPe neuze un anv deskrivañ, ar pezh a dalvez "strizhenn, tremen enk" (gwelet ar ger brezhoneg a-vremañ, briant, evit "trachée"), pe neuze un anv-den (Brec'han(t)), ar pezh a c'hallje bezañ a-walc'h p'eo ur barrez kentidik. Ur Brec'hant istorel brudet a zo,22
BrelevenezMerlevenezSavet gant ar ger "bre" (uhelenn, krec'henn), ha levenez (joa). Ul lec'h savet gant menec'h an Templ.56
BrelezBrélèsSavet gant ar ger "bre" (uhelenn) ha "lez", lec'h diazezet gant an noblañs er grennamzer uhel.29
BrelidiBrélidyE brezhoneg ar vro e vez distaget "beurleudi", diwar ur vetatezenn voas eus "bre" (bre > ber) ha levezonet ar silabenn gentañ gant ar son-se. War a seblant e vefe ul liamm etre an termen "li" hag an dour, ar stêrioù... (ur ster Lliedi a zo e Kembre). Emañ22
BrengoloùBringolo"Bren" (torgenn, bre) + "goloù" (= gouloù). Seurt anv a gaver kalz e Breizh. Kement-se a dalv uhelennoù sklêrijennet (gant an heol lakaomp), pe neuze uhelennoù ma veze graet tanioù gwechall (da vare lidoù marteze).22
BrennBrainsDiv zisplegadenn a c'hall bezañ roet evit an anv-mañ da gentañ penn:
ar c'heltieg "brenn" hag a dalvez "uhelenn", "bre", "torgenn", hag ar c'heltieg "bren" (cf brezhoneg "brein"), ul lec'h gleb, ur c'heun.
44
BrenniegBrignac"Brenn" (torgenn) hag an dibenn -eg.56
BrennilizBrennilisSavet gant ar ger "brenn" (torgenn, tuchenn) mui ar ger "iliz" pa oa bet savet ur greizenn barrez nevez pa oa bourc'h Plouenez (< plouev + menez) war an diskar. Marteze e talvez ar ster kement hag "iliz an torgennoù", pe neuze, eeunoc'h, torgenn an iliz.29
BrestBrestN'eus bet roet displegadenn anat ebet d'an anv-mañ. War a seblant e c'haller kavout e-barzh an anv "bre" (uhelenn, alies un uhelenn annezet), a c'hall bezañ ur ger brezhoneg (met ivez ur ger keltiek rakvrezhon). An anv-se, gant an dibenn bihanaat -an (Bre29
BriegBriecUn anv rakvrezhonek eo (eus ar marevezh galian-ha-roman) gant un emdroadur brezhoneg da c'houde. Diazezet eo ar ger war ar ger "brezh(on)" koulskoude (Brizheg, gant ar "zh" o vont da get evel ma c'hoarvez er vro) (L. Fleuriot), da lavaret eo un diazezadur29
BrignoganBrignogan-PlageAn elfenn "bren" (torgenn, tuchenn...) hag un anv-den a zleje bezañ Iogan hervez an distagadur a-vremañ eus an anv, hag ar stumm koshañ anavezet eus an anv (1556 - Breniogan).29
BronnBroonsKentoc'h eget diwar ar ger "bronn" (gant ar ster menezig, torgenn) e seblant ar stummoù kozh goulenn ur stumm *Broc'hon, pe neuze Brohon (skrivadur 1125). Mard eo galianeg an orin e c'hallje an dibenn -on < "dunon" (uhelenn greñvaet). "broc'h" marteze "to22
BruziviliBrusvilyEn eil elfenn e kaver un anv a gaver ivez e Luzivili (e Plouigno), un anv-den eo marteze. An elfenn gentañ, avat, "blus/bluz" a van dianav.22
BubriBubryMeur a ginnig a zo bet evit kinniget evit an anv-mañ hep na vefe hini ebet gwall gendrec'hus.56
BuelionBuléonEtimologiezh amsklaer. Marteze diazezet war "bu" (evel er ger buoc'h). Da vezañ tostaet marteze da anv Bulien, ur gumun gozh e-kichen Lannuon.56
Bulad-PestivienBulat-PestivienDaou anv a zo amañ: Bulad (marteze un anv-den) a zo savet gant "buz" (trec'h) ha "gwlad" (rouantelezh, riegezh). En eil anv e kaver ar ger "penn", mui ul liester eus ar ger "stiv" (eienenn, red-dour).22
Chapel-ar-Galc'hedLa Chapelle-ChausséeUr chapel savet a-hed an hent meur kozh roman. Emdroadur ar ger-se e brezhoneg eo ar stumm "ar Galc'hed".35
Chapel-KarozhLa Chapelle-CaroChapel, adlec'h relijiel hep na vefe ur barrez (ul lodenn eus Ploermael e oa a-raok). Spisaet eo gant an anv Karozh, anv ur gumun nes. A-raok e veze graet "ar Chapel-Izel" anezhi.56
DamganDamganHervez E. Vallerie e vije "dam" (war, tro-dro), diwar ar c'heltieg, ha "kan" (kanol).56
DaoulazDaoulasSavet gant ar ger "daou" mui "glaz" (red dour). Lec'h an daou red-dour, ar pezh eo. Ret eo menegiñ ivez e vez graet a-wechoù "Poudoulas" (paou+Daoulaz) eus ar vro a zo en norzh d'ar stêr Aon hag er c'hornaoueg d'ar Poc'hêr, ar pezh a vez anvet a-wechoù Pa29
DinanDinan"Uhelenn greñvaet" mui an elfenn vihanaat "an".22
DinarzhDinardEus ar brezhoneg "din", kreñvlec'h war an uhel, hag un termen "arzh" (uhelder), pe "arzh" (al loen).35
DineolDinéaultDin (uhelenn greñv) ha moarvat ar ger "heol", moarvat dre ma veze lidet kehelerezh an heol el lec'h-se (Menez C'homm).29
DirinonnDirinonDre vras e tispleger an anv-mañ evel-henn: "diri" eo liester "derv". Tachenn gozh ar barrez a oa stok ouzh hini "Plouziri" ma kaver an anv "diri" e-barzh ivez, mui an anv "Nonn", mamm sant Divi, patronez ar gumun (aspadenn un doueez kelt eus an dourioù he29
DolouDoloLiester ar ger brezhoneg "dol" hag a dalvez kammdroienn ur red-dour, pe neuze lec'h gleb, prad, a-wechoù.22
DomalanDomalainEus al latin "domus" (ti, kêr, a-wechoù ivez lec'h gouestlet, evel e Breizh-Izel: Kerbêr brezhoneg = galleg Saint-Pierre), hag Alan, un anv a veze kavet alies gant ar Vrezhoned e penn kentañ ar grennamzer, en o zouez pennoù.35
DouarnenezDouarnenezSoñjal a reer dre vras e talvez an anv "douar an enez" dre ma oa ar prioldi a oa war enez Tutouarn (enez Tristan bremañ) perc'henn war an douaroù ma oa ar porzh. Eeunik un disterdra eo an displegadur-se dre ma n'a ket mat a-du gant doare sevel anvioù-lec'29
DuaodDuaultAozet gant "du" (al liv), hag "aod".22
EdernÉdernUn anv-den a vez kavet ingal e lec'hanvadurezh Breizh, e Plouedern, Lannedern, Keredern... paneveken.29
EdigHœdicEmdroadur brezhoneg un anv kozh keltiek (ha marteze rakkeltiek) "*Atica". N'en deus netra da welet gant an anv "Houad". N'ouzer netra diwar-benn talvoudegezh an anv.56
EliantElliantTostaet eo bet an anv-mañ, hag a zo moarvat un anv-den, ouzh ar c'hembraeg "Elian", met e brezhoneg ez eus un "t" dibenn anat, hag a vez adkavet en deveradurioù, "Eliantiz" da skouer. An elfenn el- a adkaver alies en anvioù brezhonek kozh.29
Enez-EusaOuessantUn anv galianek eo a-orin - e brezhoneg e vije bet *Uc'ha(ñ), pe *Euc'ha(ñ) - hag a dalvez an "hini uhelañ (= an hini bellañ)".29
Enez-GroeGroixSoñjal a reer ez eo un anv a orin skandinavek, pa oa dalc'het gant ar Vikinged e-pad pell (un pezh mell bez a zo bet kavet aze): Gro (un anv-bihan plac'h) + ey (a dalvez 'enez'), ger a gaver a-leizh, evel e-barzh Jersey, Alderney, Anglesey, h.a.56
Enez-SunÎle-de-SeinAn anv brezhonek "Sun" hag an hini gallek "Sein" n'int ket ur c'hement daoust ma seblantont bezañ d'ar c'hentañ gwel. Ar stumm brezhonek n'eo nemet berradur ar stumm Sizun (a zo c'hoazh e zistagadur e Leon) hag a adkaver en anv Kab-Sizun a zo a-dal d'an e29
Enez-TudiÎle-TudyTudi, ur stumm moumounañ diwar Tudwal (paeron Treger ha meur a iliz e Kernev. Emañ Loktudi a-dal d'an enez-se.29
Enez-VazÎle de BatzN'eus bet kavet displegadenn vat ebet d'an anv-mañ evit c'hoazh. Heñvel eo ar gont evit "Baz-Gwenrann" e Bro-Naoned.29
Enez-VeurLillemerSavet gant Enez + Meur.
Er stumm ofisiel eo bet troet an elfenn gentañ.
35
Enez-VriadÎle de BréhatDiaes eo bezañ asur. Marteze da dostaat d'ar wrizienn bri/bre (uhel). Keñveriañ ar ger brientin (= uhelad).22
Enizenac'hÎle-aux-MoinesDiwar Eniz Vanac'h, da lavaret eo Enez ar Manac'h. Ar stumm "Izenac'h" a gaver a-wechoù a zo un treuzkompren eus ar stumm Enizenac'h, ma oa bet kredet e oa an "en" kentañ ar ger-mell strizh (gwenedeg kozh "en").56
EvrannÉvranWar a seblant ez eo emdroadur brezhonek un anv a orin galianeg, ma kaver e-barzh an anv "rann", hag a verk ul lec'h disparti, un harz etre ar broadoù galian, amañ etre ar Goriosolited hag ar Redoned.22
EvrigedÉvriguetN'eus bet kavet displegadur ebet d'an anv-mañ. N'anavezer ket stummoù kozh dezhañ kennebeut, ar pezh n'eo ket ur rikour. N'eus anv ebet all da dostaat dezhañ kennebeut all.
56
Felgerieg-al-LannLes FougerêtsAl lec'h ma kresk raden. Lakaet e vez "al lann", ur vro lannegi ez eo, dre m'emañ ivez Felgerieg-Veur ha Felgerieg-Vihan.56
FerelFérelAnv-den brezhonek, aozet gant "fer" (kalet, kreñv...), elfenn voas en anvadur brezhoneg kozh (Fergant, Fergog); hag "hael". Gant an dibenn -eg eo c'hoazh un anv-familh hiziv an deiz (Ferrelleg).56
FerredLe FerréSavet diwar "fer" (houarn). Pe un houarneg, pe ul lec'h war-hed un "hent houarn" (anv a roer da hentoù eus mare ar Romaned). Un anv savet diwar an anv-den brezhoneg "fer" (soudard) a seblant bezañ diaesoc'h da lakaat da zisplegadur pennañ.35
FiniouFeinsUl lec'h war an harzoù (kv. "fin", "kefin"). Emañ al lec'h war an harzoù etre tiriad kozh ar Goriosolited hag ar Redoned, hag ivez war harzoù Bro-S.Malo ha hini Roazhon.35
FluriniegFleurignéMoarvat, "lec'h bleuñvek".35
FouenFouesnantN'eus bet kavet talvoudegezh ebet d'an anv-mañ. En eil elfenn e kaver ar ger "nant" (traoñienn) moarvat.
Kinniget ez eus bet gwelet ar ger "foue" e-barzh (togoù-touseg) met kement-se n'eo nemet ul lakadenn hag a chom bresk.
Ar stumm krenn "Fouen" a glever
29
GarlannGarlanSavet gant "gar" (= bihan) ha "Lann". Anv da vezañ enebet da "Lanveur" (Lanneur) e-tal kichen moarvat.29
GavrGâvres"Gavr" eo anv al loen. Kavet e vez alies en anvioù kozh-kozh evel Gavriniz, Beg ar C'havr ha meur a hini all c'hoazh...56
GaziliegLa GacillyKar eo an daou anv, Chapel-Gwagelin (gwelet an anv-mañ) hag an anv-mañ. Un anv plac'h e oa Gwagelin e Diellevr Redon. Marteze hon eus d'ober amañ gant "domani Uuacelina" (Gwagelin) dindan ur stumm roman. Meur a ziaster a zo gant emdroadur fonetikel an anv56
GenGennes-sur-SeicheAr ger keltiek gen- kevatal d'ar brezhoneg "gen" (diazez ar brezhoneg "genoù" pe e-barzh "disleviñ-gen". Lec'h ma sko ur stêr en ur stêr all. Ar memes anv hag ar memes lec'hiadur a gaver en anv kêr Gen/ève (e penn al lenn Léman).35
GiliegGuillacAnvioù "Gilieg" all a zo e Breizh, evel en Ignel. N'ouzer ket mat ster an anv-se.56
GlennegGlénacDiwar un anv galianek, pe gant ar ger "glann" (hañval ouzh ar brezhoneg "glann") pe "glenn" (douaroù, traoñiennoù) mui an dibenn -eg.56
GorreLe GourayDiwar ar brezhoneg "gorre" hag a dalvez kement ha lodenn uhel (amañ ur barrez, pe un tiriad).22
Gouanac'hGommenec'hSavet gant "gou" (dindan) ha "manac'h" (gwechall "menec'h"), da lavaret eo un douar dalc'het gant menec'h.22
Gouenac'hGouesnachEmdroadur ur ger savet gant "gou" (dindan) ha manac'h (den a relijion), da lavaret eo un douar e dalc'h menec'h. Seurt anv a vez kavet e lec'h all (Gouanac'h e Treger da skouer).29
GouenoùGouesnouAnv-den (hini sant al lec'h) en e-unan. Er stummoù kozh e kaved an elfenn "Lann" dirazañ. Savet eo an anv gant "gouez" (youc'h brezel) ha "gnaou" (anavezet, anat).29
GouezegGouézecUn anv-den en e-unan war a seblant. Anv savet diwar "gouez" (youc'hadenn vrezel) + an dibenn kreñvaat -eg.29
Goulc'henGoulvenAnv-den (lakaet da zen santel). An hevelep anv eo a Goulien (gwelet an anv-se), gant un distagadur lec'hel.29
GoulienGoulienAnv-den (ur sant). Ar memes anv eo a Goulc'hen (evit an emdroadur keñveriañ an anv Derien ha hini Derc'hen (Sant-Derc'hen) hag a zo an hevelep hini).29
GourhaelGourhelAnv-den brezhoneg. Savet gant "gour" (tre, dreist) hag "hael".56
GourinGourinAnv-den lakaet da anv-lec'h. Adkavout a reer amañ an elfenn "gour" a gaver e meur a anv-den brezhonek (Gourlaouen, Gourmelon, Gourlizon...).56
GourlizonGourlizonAnv-den brezhonek. Savet gant un elfenn anavezet mat "gour" (evel e Gourmaelon ha meur a hini all) hag un anv diazezet war "leiz" mui un dibenn -an/-on anavezet mat ivez.29
GouveneGomenéHep stummoù kozh eo diaes bezañ peursur. Gallout a ra bezañ:
— an hevelep anv ha "Gouanac'h", da lavaret eo un dalc'h menec'h;
— ar ger brezhoneg kozh "gouvene" hag a dalvez "tiriad dindan veli";
— pe neuze c'hoazh un anv deskrivañ gant "gou" (dindan, a-i
22
GregamGrand-ChampEus al latin moarvat, kamp bras.56
Gregamp-ar-FeunteunioùGrandchamps-des-FontainesEus al latin moarvat, "kamp bras".
44
GwaienAudierneDaou anv disheñvel en deus al lec'h-mañ, e brezhoneg e vez lavaret Gwaien, hag a zo ivez anv ar stêr. Un anv-den eo a oa Gwazian da gentañ hag a vez distaget Gwaien bremañ goude fatadur ar "z" kreiz, hervez J. Loth hag a re a heuilh e soñj, met H. ar Biha29
GwaledValletDiwar stumm bihanaat ar ger latin "vallum" (vallittum).
Ar stumm brezhonek a zo azasadur an anv-se.
44
Gwal-LigerLavau-sur-LoirePe neuze diwar ur stumm romanek "vau" a dalvez "traoñienn", pe marteze diwar ur ger keltiek *walo (moger-dro, kloz-difenn).
An div etimologiezh-se a ro "gwal" e brezhoneg (stumm a gaver ivez e Breizh-izel).
44
GwaredVaradesGant un anv brezhonek hon eus afer amañ, hervez ar stummoù kozh (evel Varethda 1038). Ul lec'h difenn savet marteze er IVe kantved evit difenn an harzoù. Ur ger kar da "gwarez" ez eo.44
GwaregGouarec"Gwareg" a dalvez evel skeudenn ar ger gwareg a-vremañ, da lavaret eo ar grommenn stummet gant ar stêr (ar Blavezh).22
GwegonGuégonAnv-den brezhonek.56
Gwelegouarc'hGuilligomarc'hEus ar brezhoneg "gwele" (gant ar ster "ar re a zo eus ar memes gwelead" = rumm tud) mui un anv-den (hag a dalvez "marc'h dreist" pe neuze "koualc'h" (salud).29
GweltazGueltasUnan eus ar sent vrudetañ eus Breizh.56
GwenedVannesEus anv poblad ar Weneted. Anv pobladoù a gaved gwezhall un tamm dre-holl en Europa (evel anv Venezia da skouer). An anv a seblant talvezout un dra bennak evel "ar re a zo kar", "ar re a zo kevreet" (L. Fleuriot), F. Bader a gav gwelloc'h kinnig "ar re a 56
GwengadGuengatUn anv-den brezhoneg kozh, savet gant "gwenn" ha "kad".29
GwengampGuingampEus "gwenn" (al liv, pe neuze "mat") ha "kamp" (ul lec'h evit ar soudarded da vare ar Romaned marteze).22
GwenninGuéninAnv-den savet diwar "gwenn" mui an dibenn -in, boas en anvioù-tud (kV; da skouer Hern/Hernin...). Adkavet e vez an anv-se en anv Lokennin e Plihineg.56
GwenrannGuérandeDiwar ar brezhoneg "gwenn" ha "rann". Enebet e vez ar c'hornig-bro ouzh ar "ar vro zu" (ar Briwer). An holen enebet ouzh an taouarc'h. Darn o deus gwelet en anv-mañ un termen all "Guérande" (lec'h dilezet). Ne zegouezh ket an displegadur-mañ avat.
Paeron
44
Gwenvenez-PenfaouGuémené-PenfaoEus ar brezhoneg "gwenn" ha "menez". Gant "penn" ha "paou" (broig, rann-vro) eo aozet an eil elfenn.44
GwerliskinGuerlesquinSavet gant ar ger "gwern" (ar gwez, hag a dalv ivez lec'h gleb) + un anv-den ha n'eur ket sur eus ar stumm kentañ.29
GwernGuernLec'h ma kresk "gwern", ar gwez. Alies e talvez an anv-se ivez evit lec'hioù gleb, dre ma kresk aes ar gwern el lec'hioù-se.56
Gwern-ar-Sec'hVern-sur-Seiche"Vern" a zo emdroadur gallek ar c'heltieg "uerna" (kevatal d'ar brezhoneg "gwern").35
Gwern-Porc'hoedGuerAr brezhoneg "Gwern" (ar gwez, hag ivez lec'h gleb). Lakaet e vez Porc'hoed (anv ar paou) war e lerc'h e brezhoneg evit dishañvalout diouzh Gwern Broereg.56
GwezhennoùGuéhennoAnv-den diazezet war Gwezhenn (kadour, brezelour), gant an dibenn karedik -où.56
GwidelGuidelAnv-den brezhonek hag a zeu eus al latin "Vitalis".
56
GwiglannGuiclanSavet diwar "gwig" ha "Lann".29
GwikarPlougar"Gwig" + "Kar", un anv-den moarvat ("kar", mignon, den karet, den kar...). Ar stumm brezhonek a ra dave d'ar vourc'h (gwig) pa ra ar stumm gallek gant hollad tiriegezh ar barrez.29
Gwiler-KerneGuiler-sur-GoyenDiwar ar ger izellatin villare hag a dalveze kement ha domani bras. Ken kozh hag ar marevezh galian-ha-roman eo an anvioù-se. Ouzhpennet e vez an anv Kernev, diwar ar vro m'eo diazezet al lec'h, evit he dishañvalout diouzh gwilerioù all a gaver e Breizh.29
Gwiler-LeonGuilersDiwar ar ger izellatin villare hag a dalveze kement ha domani bras. Ken kozh hag ar marevezh galian-ha-roman eo an anvioù-se. Ouzhpennet e vez an anv Leon, diwar ar vro m'eo diazezet al lec'h, evit he dishañvalout diouzh gwilerioù all a gaver e Breizh.29
Gwiler-Porc'hoedGuilliersDiwar ar ger izellatin "villare" hag a dalveze kement ha domani bras. Ken kozh hag ar marevezh galian-ha-roman eo an anvioù-se. Ouzhpennet e vez an anv Porc'hoed, diwar ar paou m'eo diazezet al lec'h, evit he dishañvalout diouzh gwilerioù all a gaver e Br56
GwimaegGuimaëc"Gwig" + Maeg, un anv-den hag a adkaver alies e Breizh.29
GwimilioGuimiliauSavet gant "gwig" + "Miliav", evit an anv-mañ gwelet Plouilio.29
GwineventerPlounéventer"Gwig" + Neventer (un anv-den). Ar stumm ofisiel a ra gant "plouev" e-lec'h "gwig".29
GwinevezPlounévez-Lochrist"Gwig" + "nevez". Un disrann eo eus Plouider. Er stumm ofisiel e reer gant "plouev" e-lec'h "gwig", hag e vez ouzhpennet Lokrist, ur gêriadenn eus ar barrez.29
GwiniegVignocAnv a orin brezhoneg. Gant ar stumm ofisiel emañ an dibenn -oc, a veze kavet e brezhoneg kozh, hag a zo aet da -eg e brezhoneg a-vremañ. Savet eo war an elfenn "gwini", ar plant hag a ro rezin.35
GwinienGuignenUn anv-den brezhonek en e-unan. Moarvat eo an hevelep hini ha Gwenian/Gwinian/Gwinion.
A-wechoù ez eus bet kinniget gwelet an elfenn "gwig" en anv-mañ, pe neuze anv ar Gwilen (ar stêr). Meur a dra a ya a-enep an daou ginnig-mañ.
35
GwipavazGuipavas"Gwig" + Bavaz, un anv-den nebeut anavezet. Hervez ar stummoù kozh e kaver ivez *Plouavaz, a ra dave d'ar gorread a-bezh, pa ra "gwig" dave d'ar greizenn hepken.29
GwipedelGuipel"Gwig" + Pedel, anv ur sant (breur da sant Paol Aorelian).35
GwiproñvelGuipronvel"Gwig" + anv-den henvrezhonek Broc'hvael. Diwar kenstok "g/k" ar ger gwig ha "b" deroù an anv e teu ar "p" a gaver e stumm leun an anv.29
GwiseniGuissény"Gwig" + "Seni", un anv-den. Kavout a reer an anv-se e-barzh Trezeni da sk.
Ur sant gant an anv-se a zo anavezet.
29
GwiskriGuiscriffSavet gant "gwisk" ha "ri" (roue).56
GwitalmezePloudalmézeau"Plouev" + un anv (Talmezev) n'emañ ket an dud a-du gant e dalvoudegezh. Darn a lavar eo anv ur boblad tud diazezet war an anv "talm" (anv un arm a gaver er ger "batalm"), darn all a ginnig gwelet ennañ un dalvoudegezh deskrivañ. Gant "gwig" (ar vourc'h) 29
GwitevedePlouzévédé"Plouev" + un anv (un anv-den war a greder) Devede, dianav a-hend-all. E brezhoneg eo anv ar vourc'h (gwig + Devede) eo a vez implijet.29
HañvegHanvecDiazezet war an anv "hañv" (koulz amzer), mui an dibenn -eg.29
HeleanHelléanGant ar Groez-Helean ez ae ar barrez-mañ d'ober "Gorre-Gilieg" a oa enebet ouzh "Goueled-Gilieg" (Gilieg bremañ). Anv da vezañ tostaet da hini Hilion (Bro-Sant-Brieg) marteze.56
Henant-BihanHénanbihenSavet diwar disrann "Henant" (gwelet Henant-Sal evit an displegadur), mui ar ger "bihan" evit he dishañvalout diouti.22
Henant-SalHénansalDiasur a-walc'h eo an etimologiezh. Diwar disrann tiriad kozh Henan eo deuet ar barrez, moarvat gant an elfenn "hen" ha marteze "nant" (traoñienn).
Staget eo bet goude ar ger "sal" (kastell) evit he dishañvalout diouzh ar rann all: Henant-Bihan.
22
HenbontHennebontSavet gant ar brezhoneg "hen" (= kozh) hag ar ger "pont".56
HenvigHenvicSavet gant ar ger "hen" (kozh) ha "gwig".29
HenvoustoerHémonstoir"Hen" + ar ger "moustoer" hag a dalveze er mare-se ur chapel war ar maez.22
Herzieg-LiveriegErcé-près-LiffréMarteze kevatal emdroadur romanek an anv "Erge" a gaver e Breizh-Izel, pe "Erquy" e Breizh-Uhel vrezhonek, da lavaret eo lec'hioù gwarezet gant kleuzioù ("kaeioù" evit gwir) ar (dirak, ouzh) + kae. Met ar stummoù kozh a ro un "h" en hemañ, ar pezh a zisko35
Herzieg-MezErcé-en-LaméeMarteze kevatal emdroadur romanek an anv "Erge" a gaver e Breizh-Izel, pe "Erquy" e Breizh-Uhel vrezhonek, da lavaret eo lec'hioù gwarezet gant kleuzioù ("kaeioù" evit gwir) ar (dirak, ouzh) + kae. Diwar stummoù kozh Ercé-près-Liffré a ziskouez un "h", eo35
HezoùLe HézoDisplegadenn vat ebet evit ar poent. Un anv brezhonek eo hep mar, gant un dibenn liester. Marteze e c'hallje bezañ un adstumm kozh eus "sez".56
HouadÎle d'HouatEmdroadur brezhonek ur ger keltiek (pe rakkeltiek) "Siata". N'en deus an anv-mañ netra da welet gant hini "Edig". N'eo nemet dre zegouezh eo hañval an anv ouzh hini an evn. N'ouzer ket talvoudegezh an anv-mañ.56
IrvilhagIrvillacGant an dibenn -ag e soñjer hon eus d'ober amañ gant un anv a orin galian-ha-roman (diwar un anv *Armilius non-attesté).
Kinniget ez eus bet un orin brezhonek d'an anv-mañ ivez: ur santez Ervil a zo anavezet e Kembre, mui an dibenn -(i)eg, "romanekaet" en
29
IviniegYvignac-la-TourAnv diazezet war ar ger "ivin" (ar gwez), mui an dibenn -(i)eg.22
JosilinJosselinEus an anv Joselin, mab da Wezhenog, diazezer beskontelezh Porc'hoed.56
KadenCadenAnv-den brezhoneg kozh savet war "kad" (emgann), mui ul lostger.56
KalanelCalanhelMarteze un anv-den diazezet war "kad" (emgann) hag an dibenn "her". Pe neuze an hevelep anv ha "Kalann" e Bro-Wened.22
KalannCalanDisplegadur asur ebet. Marteze eus ur c'heltieg gant ar ster "lec'h emgann" (keñveriañ ar brezhoneg "kad", emgann, stourm; hag ar ger "lann" gant ar ster tachenn). Pe neuze marteze un anv-den brezhoneg.56
KameledCamaret-sur-MerEmañ ennañ an elfenn "kamm" moarvat. Un anvheñvel a gaver e Landeda e genoù an Aber Ac'h (Kameuleud, gant an "eu" boas e brezhoneg Leon), hep na oufed talvoudegezh resis an anv.29
KamlezCamlezEus ar brezhoneg "kamm" + "lez".22
KamoelCamoël"Kam" a c'hallje bezañ evit ar pleg (kamm) a ra ar Gwilen aze. Diaesoc’h eo da gompren an eil elfenn: "moel" (torgenn) met n'eo ket gwall serzh ar vro, pe an elfenn "gouel" (a gaver e-barzh "goueled" ha "gouelezenn", da lâret eo al lodenn izel, pe gouelez56
KamorzhCamorsAn eil elfenn eo ar ger brezhoneg "gorzh" (kloz, a adkaver en ur ger evel "liorzh"). Met er stummoù kozh e kaver dreist-holl stummoù gant un "e" (e-lec'h an "a"). Kem (= ken), gorzh voutin, e vije neuze kentoc'h gant un emdroadur gwenedek e >a.56
KaodanCaudanAnv-den brezhonek. Ur sant gant an anv-mañ a zo, hag ivez un den istorel a oa tad d'ur c'hont a Gernev.56
Karaez-PlougêrCarhaix-PlouguerDiwar unanidigezh Karaez ha Plougêr. Tachenn Plougêr a endalc'he hini Karaez penn-da-benn. Plougêr a zo savet diwar "plouev" + "kêr" (gant ar ster kozh a kêr difennet, kêr greñv, kastell) hag ar gêr-se eo Karaez end-eeun, kavout a reer ivez an dalvoudegez29
KarantegCarantecUn anv-den. Lakaet war roll sent ar vro.
Anv diazezet war "kar" (karant a zo un adstumm eus "kerent") mui an dibenn -eg.
29
KarantoerCarentoirAnv-den brezhonek lakaet da anv-lec'h. Anavezout a reer ar ger "karant" (hag a gar, kv. karantez) en anv-se. An eil elfenn a zo diaesoc'h da gavout, marteze ar c'hevatal da "yen".56
KarnagCarnacSavet diwar an elfenn "karn" (berniad mein), ar pezh a ra dave d'ar vein sav ha d'ar veurvein niverus a gaver war al lec'h. An dibenn -ag a zo an dibenn -eg (miret dre levezon an "a" kentañ), pe marteze o tont eus ar galianeg kozh.56
KarnoedCarnoëtDiwar ar ger "karn" (berniad mein savet gant an dud — dre vras ez eo savadurioù ragistorel), mui an dibenn -o(e)d, hag a dalvez un hollad.22
KastCastDiwar al latin "castrum" lec'h kreñv. Ster ar ger-mañ a oa heñvel ouzh ster kozh "kêr" (evel e kembraeg c'hoazh, pe en anvioù evel Plougêr, Poc'hêr...).29
KastellaodrenChâtelaudrenKastell + "Aodren", anv un noblañs kozh.
Pennlec'h Bro-Oueloù eo bet ar gêr-se.
22
KastellinChâteaulinAr ger "kastell" mui ar ger "nin" a adkaver en ul lec'hanv all e-kichen, Bannin, gant ar ger "bann"). Diwar levezon dibenn ar ger kastell eo bet kollet "n" kentañ ar ger "nin". N'eo ket sur talvoudegezh an anv-mañ.29
Kastell-Nevez-ar-FaouChâteauneuf-du-FaouE brezhoneg e lavarer pe: "ar C'hastell-Nevez" pe neuze "Kastell-Nevez ar Faou". Ur c'hastell savet war douaroù Plonevez-ar-Faou, gwelet an anv-mañ evit displegadur Faou.29
Kastell-PaolSaint-Pol-de-Léon"Kastell" (lec'h difenn eus an amzer gozh), mui anv Paol, diazezer eskopti Leon. E galleg ne vez graet nemet gant "Saint-Pol-de-Leon", al lec'h gouestlet da sant Paol, mui a anv Leon da zishañvalout diouzh ar re all.29
KelennegQuelneucLec'h ma kresk "kelenn" (ar blantenn bikaouek). Ar stumm ofisiel a ginnig un dibenn kozh (eug) hag ur stumm krennek e-kreiz, diwar ar pouez-mouezh gallek.56
KemenevenQuéménévenEus ar brezhoneg "kemened" (ur ger hag a dalveze "rann", "disrann", er grennamzer), mui Maen, anv-den, moarvat an aotrou a voe mestr kentañ ar gemened-mañ. An anv-den-mañ (heñvel ouzh ar ger "maen") a gaver e-barzh Koad-Maen (anv ur c'hastell), da skouer.29
KempeniegCampénéacDiazezet war al latin "campus" (maezioù). Er broioù krec'h e kaver alies an emdroadur Champigné, Champigny, Champignac.56
KemperQuimper"Kemper" (= kember). Gwechall e veze staget an anv "Kaourintin", anv ar sant-paeron, hag a zo ivez hini Kernev.29
Kemper-GwezhennegQuemper-GuézennecKemper = kember. Amañ en em gav al Leñv hag an Trev.
Gwezhenneg a zo un anv-den, savet diwar "gwezhenn", brezel, anv aotrou ar vro d'ur mare bennak moarvat.
22
KemperleQuimperlé"Kemper" (= kember), mui an anv Ele, unan eus an div stêr en em gav eno.29
KempervenQuempervenDistagadur brezhonek al lec'h-mañ a zesk dimp n'hall ket bezañ ar ger "gwenn" e-barzh (pa vez distaget "v" ha neket *w). An taol-mouezh war "per" a ro da grediñ n'eo ket ar ger "kember" a vefe e-barzh, pe neuze un dra bennak evel *Kemper+(h)even arvarus p22
Kerc'hevrelLa ChevrolièreDiwar an anv "Gavr" (hag amañ e galleg : "Chèvre"). Emañ an anv-mañ e-barzh reizhiad an anvioù-lec'h gant "gavr" a gaver stank e Breizh, evel Gavriniz.44
KerfornKerfournAnv aozet gant "kêr" (lec'h annezet) ha "forn" (savadur aozet evit ober tan)56
KerglofKergloff"Kêr" + anv-den Klof (an "ff" n'eo ket merk "ñv" ar c'hrennvrezhonek amañ, klevet e vez mat an "f" e brezhoneg a-vremañ).29
KergristKergrist"Kêr" + "Krist" (Jezuz-Krist). An anv a ziskouez ul lec'h diazezet gant urzhioù menec'h soudarded (evel an Ospitalourien pe an Demplourien).56
Kergrist-MoeloùKergrist-Moëlou"Kêr" + "Krist" (Jezuz-Krist). An anv a ziskouez ul lec'h diazezet gant urzhioù menec'h soudarded (evel an Ospitalourien pe an Demplourien). An anv Moeloù a zo ul liester eus ur ger "moel/mol" hag a dalvez torgenn, tuchenn (torgennoù ar vro-se). Darn a la22
KerienQuerrienUn anv-den eo ha n'eo ket un anv gant "kêr". Gant lec'h an taol-mouezh e c'haller gouzout an dra-se dija. Anavezout a reer ur sant Kerien, daoust ma n'eo ket sant-paeron an iliz (sant Cheron an hini eo, met gwall dost eo anv hemañ avat).29
KerlazKerlazMankout a ra stummoù kozh evit ober e soñj en un doare talvoudus. Hervez ar stumm ofisiel Kerlaz avat ne seblant ket bezañ ar ger "glas" amañ. Da dostaat e vefe kentoc'h d'an anv Laz, ha "kêr" en dije amañ e dalvoudegezh kentañ, hini ul lec'h kreñv (un an29
KerlouanKerlouan"Kêr" + an anv Louan a gaver ivez en anv Louaneg, ha marteze ivez en hini (Poul)Laouen.29
KernaskledennKernasclédenKoulz ar stummoù kozh evel "Kernasteden" hag an distagadur a-vremañ "Karnasenn" n'int evit aesaat displegadur an anv-mañ. N'eo ket sur e vije ar ger "kêr" (tolpad tiez) amañ zoken.56
KernouezKernouësKlasket 'z eus bet tostaat eil elfenn an anv-mañ ouzh ar ger "naoz" pe "naouez" (ur red dour). N'a ket ar stummoù kozh (a zo holl gant "z" ha n'eo ket gant "s" gant ar soñj-se). Da vezañ tostaet kentoc'h da hini Lanouez e Bro-Sant-Maloù.29
KersaoutCorseulPennlec'h kozh poblad kelt ar gCorisolited, a c'holoe o zachenn kement ha broioù Sant-Brieg, Sant-Maloù ha Dol. Gallout a reer displegañ o anv evel "ar bagadoù a zifenn, a warez, a zo war evezh". Kavout a reer an elfenn "kor" e-barzh ar ger brezhoneg "kos22
Kersent-PlabennegKersaint-PlabennecMarteze diazezet war Segontivum, lec'h orin ar bagadoù soudarded brezhon-ha-roman a zeuas da zifenn al ledenez (gw. ivez anvioù evel "ar Sent"). Ar memes orin a zo gant Kersent-Tremazan, gant lec'hioù difenn.29
KervignagKervignacSavet moarvat gant ur ger "ker" (dishañval diouzh "kêr") hag a dalvez "kloz". En eil elfenn ez eus un anv savet diwar "gwini" (lec'h ma kresk plant gwini).56
Kervoroc'hKermoroc'hSavet gant an elfenn "kêr" mui un anv (un anv-den moarvat) kevatal da Morhoc'h (bronneg-mor bihan evel an delfin).22
KerzhinCrédinMoarvat diwar ar ger "kerzhin", ar gwez.
Diasuroc’h eo gwelet ar ger "din" (uhelenn greñvaet) en eil elfenn an anv-mañ.
56
KewennQuévenAnv-den brezhonek. Mab-bihan Gourzhier (diazezer abati Kemperle).56
KiberenQuiberonN'eus bet kavet talvoudegezh a-zoare ebet c'hoazh d'an anv-mañ. Brezhonek eo a-orin avat.56
KilliQuilyEus ar brezhoneg kozh "killi" hag a dalvez "koadig", "bodadoù gwez"…56
KilligQuillySkrivet e veze "Quillic" e 1187. War a seblant ez eo un anv brezhonek. Marteze diwar "kell+ig", da lavaret eo "kell vihan" ur manac'h.44
KistenidQuintenicGer savet diwar "kistin" (gwez) hag an dibenn "id" a verk al lec'h ma kaver ar gwez-mañ-gwez. Brezhonek eo an div elfenn-mañ, daoust ma teuont o-div eus al latin.22
KistinidQuistinicLec'h ma'z eus gwez kistin (kistin + id).56
KistreberzhQuestembertN'eo ket un anv germanek evel ma vez lennet alies, met un anv brezhonek-mat, savet gant ar ger "kistin/kesten" (ar gwez), mui ar ger "perzh" (hag a dalvez bod gwez, pe neuze "parzh", lodenn). Ar stumm brezhonek a-vremañ a zeu diwar un treuzlakadur kistin-56
Kledenn-ar-C'habCléden-Cap-SizunAnv-den brezhonek. Anv ar "paou" (tiriad izeloc'h eget ar "vro") a zo bet staget ouzh an anv evit dishañvalout diouzh Kledenn-Poc'hêr.
Aet eo an iliz da lakaat sant Clet da baeron al lec'h, evit abegoù sonioù kar hepken.
29
KlederCléderAnv-den brezhonek. Ur sant gant an anv-se a zo. An elfenn "kled" en anv-mañ a adkaver e-barzh anv Kledenn.29
KlegerCléguerAr ger-mañ a dalvez kement ha "bloc'had reier".56
KlegeregCléguérecKleger a dalvez kement ha "bloc'had kerreg". Amañ gant an dibenn kreñvaat -eg.56
KlisonClissonMarteze eus ar ger "clisse" (skourroù plezhennet, evel ur genkiz) a dalveze da zoare difenn.44
Kloar-FouenantClohars-FouesnantUn anv-den brezhoneg, mui anv ar paou (tiriad izeloc'h e renk eget ar "vro"), Fouenant (evit talvoudegezh hemañ, gwelet anv ar gumun anvet Fouenant).29
Kloar-KarnoedClohars-CarnoëtUn anv-den brezhoneg, mui anv ar paou (tiriad izeloc'h e renk eget ar "vro"), Karnoed (evit talvoudegezh hemañ, gwelet anv ar gumun anvet Karnoed).29
Kloastr-PleibenLe Cloître-PleybenLec'h diazezet gant menec'h, mui an anv Pleiben, m'eo bet disrannet diouti, evit dishañvalout diouzh ar C'hloastr-Plourin.29
KoedlinezCollinéeAozet gant "koed" (koad) + Linez, anv ha n'ouzer ket kalz a dra diwar e benn. Marteze eo un anv-den, marteze ivez ur ger gant "lein" (e menezioù emaomp).22
KoloregCollorecDiwar ar brezhoneg "kolor" (bremañ "keler") mui an dibenn -eg, "lec'h ma vez keler".29
KolpoùColpoGant ar stummoù kozh e c'haller gwelet e oa "skolp" ar penn kentañ gwechall. Ar verb "skolpiñ" a dalvez "marrat" (deviñ an douar evit tennañ ar soul). El liester amañ.56
KombridCombritDiwar un anv-den moarvat, savet gant "kon" (ki brezel) hag ar ger "pred" (prid gwechall, a gaver e-barzh preder da skouer). Kinniget ez eus bet ur galianeg *comboros met kement-se 'zo diaes da grediñ pa vefe aet seurt anv da Kemper e brezhoneg (evel ar gê29
KommannaCommana"Komm" (traoñienn, ar ger "komm" a dalvez ivez "laouer", peogwir eo a-stumm gant un draoñienn etre div uhelenn), mui an anv Anna.29
Koñforzh-MeilarConfort-MeilarsKoñforzh a zeu diwar anv an iliz Itron-Varia Goñforzh (kennerzh). Meilar a vefe un adstumm eus Melar (ur priñs lakaet war roll ar sent, anavezet mat en anvioù evel Lokmelar da sk.)29
Konk-KerneConcarneau"Konk" (lec'h strizh, kogn) mui ar ger "Kernev" evit dishañvalout diouzh Konk-Leon.29
Konk-LeonLe Conquet"Konk" a dalvez ul lec'h strizh, un tremen, ur c'hogn. Staget e vez ar ger "Leon" da heul evit dishañvalout diouzh Konk-Kernev. E galleg ez eus bet staget un "et" a zo ul lostger bihanaat (= -ig).29
KonkoredConcoretAnv a van dizispleg betek-henn gant un dalvoudegezh asur. Marteze gant an elfenn "konk" (lec'h strizh) ha "gored" (lec'h pesketa). Kinniget ez eus bet ivez "kon-" (= ken a-vremañ, d.l.e. boutin), met diasuroc'h c'hoazh.56
KoreCorayAnv-den brezhonek.29
KorleCorlayAnv brezhonek savet gant "kor" (kloz) ha "le" (adstumm eus "lec'h") (L. Fleuriot). Anv ul lec'h difenn e talvez da gentañ.22
KornonCournonOrin dianav, an holl stummoù kozh a ro "Cornon". Diaes eo digejañ dija an div elfenn eus an anv, "kor pe "korn" evit an hini kentañ, n'ouzer ket.56
Koz-MealCoat-MéalAr ger "koad" (emdroet e "koz"), marteze a-walc'h gant an dalvoudegezh "difennoù koad, kastell koad" dre ma oa ur greizenn c'halloud. An anv Mael (priñs, penn), metatezennet e Meal evel m'eo reizh evit brezhoneg Leon).29
KraozonCrozonN'eus bet kavet displegadur dereat ebet c'hoazh evit an anv-mañ a c'hallje bezañ rakvrezhonek.29
KroeshañvegCroixanvecSavet gant ar ger "kroez" (= kroaz) mui ar ger "hañveg", evit hemañ gwelet "Hañveg".56
KrugellCruguelAr ger brezhoneg "krugell" a dalvez kement hag un berniad douar, un dorgenn, hag alies ivez un tumulus.56
Lambaol-BlouarzhelLampaul-Plouarzel"Lann" (gantañ ster diazezadur eus amzer ar grennamzer uhel) + Paol, diazezer Leon (diwar levezon ar "b" eo emdroet an "n" e "m"). Eil lodenn an anv a dalvez da zigejañ diouzh al Lambaol-ioù all dre verkañ diwar beseurt tiriad eo bet savet ar parrezioù-se29
Lambaol-GwimilioLampaul-Guimiliau"Lann" (gantañ ster diazezadur eus amzer ar grennamzer uhel) + Paol, diazezer Leon (diwar levezon ar "b" eo emdroet an "n" e "m"). Eil lodenn an anv a dalvez da zigejañ diouzh al Lambaol-ioù all dre verkañ diwar beseurt tiriad eo bet savet ar parrezioù-se29
Lambaol-GwitalmezeLampaul-Ploudalmézeau"Lann" (gantañ ster diazezadur eus amzer ar grennamzer uhel) + Paol, diazezer Leon (diwar levezon ar "b" eo emdroet an "n" e "m"). Eil lodenn an anv a dalvez da zigejañ diouzh al Lambaol-ioù all dre verkañ diwar beseurt tiriad eo bet savet ar parrezioù-se29
LandaolLandaul"lann" (lec'h relijiel eus ar grennamzer uhel), mui un anv Taol diaes da c'houzout petra eo. Pe, un anv-den, dishañval avat diouzh sant Denaol enoret er barrez; pe, neuze, un anv boutin, "taol"; souezhus a-walc'h e vefe avat, nemet e vije evit un daol-vae56
LandebaeronLandebaëronSavet gant an elfenn "lann" (lec'h relijiel eus ar grennamzer uhel), mui un anv na gaver ket e lec'h all, savet gant ar rakger "te" (evel an eil gour unan) mui ar ger "paeron" (evel paeron, patrom un iliz).22
LandebiavLandébia"Lann" + Tebiav, un anv sant.22
LandedaLandéda"Lann" (ster 1) + un anv dianav, Teda, moarvat un anv-den (adkavout a reer an elfenn "ted" en anvioù sent 'zo, evel sant Tedwin ha sant Ted).29
LandehenLandéhen"Lann" mui un anv-den (lakaet da sant), pa gaver anezhañ ivez e Saint-Ehen (e Breizh-Uhel). Moarvat diwar ur stumm *Tehen.
Adkavout a reer an anv-se e-barzh e Pleudehen.
22
LandeloLandeleau"Lann" (ster 1) + anv-den Telo, a zo anv ur sant lidet e meur a lec'h e Breizh (evel e Sant-Telo) hag ivez e Breizh-Veur (evel Llandeilo Fawr e Kembre). Breureg Beuzeg (Budic), kon t Kernev.29
LanderneLanderneauLann + anv-den Ternev (a vez distaget Terne er vro). Marteze eo ur stumm all eus sant Ternog (pe Terneg), a vez lidet d'an 3 a viz Here.29
LandevantLandévant"lann" (diazez relijiel eus ar grennamzer uhel) + un anv-den Tevant (ur sant anvet evel-se a zo).
56
LandevennegLandévennec"Lann" + Tewenneg (anv den savet diwar te (eil gour unan) + Gwenn + dibenn kreskiñ -eg). Soñjal a reer ez eo un anv all da sant Wennole, anv savet ivez diwar an elfenn Gwenn. Ur stumm moumounañ e vefe.29
LandivizioLandivisiau"Lann" (diazezadur relijiel eus ar grennamzer uhel) + an anv-den Tewiziav (< te + Gwiziav). Dre gomz e vez graet alies gant ar stumm berr Landi.29
LandregerTréguier"Lann" + "Treger". Hervez lod e c'hallje ar ger "Lann" bezañ kemeret lec'h un "nant" (traoñienn) koshoc'h.22
LandrevarzegLandrévarzec"Lann" (diazezadur relijiel eus ar grennamzer uhel) + "trev" (diazezadur trevourel eus ar amzer-se ivez) + Harzheg, un anv-den eus an amzer-se ivez.29
LandudalLandudal"Lann" + Tudal, unan eus emdroadurioù an anv Tudwal.29
LandudegLandudec"Lann" + Tudeg, a c'hallfe bezañ unan eus adstummoù an anv Tudwal (paeron Treger ha meur a barrez eus Kernev).29
LandunvezLandunvez"Lann" + Tunvez, ur santez.29
LangedigLanguidic"Lann" (lec'h relijiel savet er grennamzer uhel) ha Kedig (anv ur sant).56
LangenanLanguenan"Lann" + "kenan", un anv sant.22
LangoadLangoat"Lann" + "koad". E-tal kichen ar bourk ez eus ur chapel a vez graet "chapel ar c'hoad" anezhi. Marteze emañ eno lec'h diazez al lec'h.22
LangolenLangolen"Lann" (ster diazez relijiel eus ar grennamzer uhel) + un anv-den Kolen.29
LangonedLangonnetSavet gant "Lann" (diazez relijiel eus ar grennamzer uhel) + an anv-den Kon(o)ed.56
LangroezLa Vraie-CroixAr ger "Lann" mui ar ger "kroez" (kroaz). Ur vojenn a lavar e oa bet degaset di un tamm eus ar groaz santel gant ur marc'heg eus urzh an Ospital. Marteze eo deuet ar vojenn-se, ha staliadur an Ospitaled, da heul al lec'hanv-se ma oa "kroaz" e-barzh dija.56
LanhouarneLanhouarneau"Lann" + anv-den Houarnev, n'eo nemet ur stumm brezhonek orin eus anv sant Herve.29
LanleñvLanleff"Lann" + "Leñv" (anv ar stêr a dremen eno).22
LannarstêrLanesterUr gêr nevez-savet eo, "Lann" (lanneg) + ar + stêr. N'eo ket eta ar memes ger "Lann" hag a gaver en anvioù bras all Breizh.56
LannarviliLanarvily"Lann" (ster 1) + anv-den dianav a-hend-all (echuiñ a ra gant an elfenn bili, a gaver a-hend-all, en e-unan, pe e-barzh Luzivili da skouer).29
LanneanoùLannéanou"Lann" (ster relijiel) + liester ar ger "lean" (a dalvez da gentañ evit ul leanez, ur vanac'hez).29
LannedernLannédern"Lann" + Edern, un anv-den anavezet mat e Breizh hag a gaver ivez, da skouer, e-barzh Plouedern, Edern, Keredern, h.a.29
LannejennLanvénégenAr ger "Lann" (diazez relijiel) mui un anv diasur. Marteze eo Nizien (diwar ur stumm "me-Nizien"). Kinniget eo bet ivez an anv Finijen.56
LanneurLanmeur"Lann" (ster relijiel) + meur.29
LanneuredLanneuffret"Lann" (ster un diazezadur relijiel) + un anv-den, *Gwevvred, a adkaver ivez e-barzh anv Lokeored.29
LannildudLanildut"Lann" (diazez relijiel) + Ildud, anv unan eus brudetañ sent Breizh ar grennamzer hag ar bed keltiek.29
LannilizLannilis"Lann" + "iliz". Ul lec'h hag a gemeras plas unan all (hini Ploudiner), dre ma veze graet an oferinier eno.29
LannoezLanouéeSavet gant an elfenn "Lann" (diazez menec'h eus ar grennamzer uhel) mui an anv Nouez (Lanoes e 820) da vezañ tostaet d'an anv a zo e-barzh Kernouez.56
LannurvanSaint-Urbain"Lann" + Urvan. N'eo ket sklaer an anv-mañ. B. Tanguy a ginnig gwelet amañ an anv Ruvon/Ruvan gant ur vetatezenn.29
LañriwareLanrivoaré"Lann" + Riware, un anv-den savet gant "ri" (= roue). Krediñ a reer e oa un den kar da sant Herve.29
LanseegLancieux"Lann" + un anv-den Seeg. Lakaet eo an den-mañ da sant.22
LantiliegLantillacHervez ar stumm koshañ, ha gant an dibenn -ac, ne seblant ket an anv-mañ bezañ eus rummad an anvioù gant "lann", met un anv galian-ha-roman. Mar bije brezhonek, e vije ret klask eus tu sant Teliav evit an eil elfenn.56
LanvaodezLanmodez"Lann" + "Maodez", ur sant a gaver kalzik a lec'hioù war e anv e Breizh.22
LanvealgonLa Méaugon"Lann" + un anv den santel ha n'ouzer ket kalz a dra diwar e benn, ha n'emañ ket ali an holl. Marteze eo Algon gant ar rakger me-, pe neuze un anv gant Mael (evel e Tremelgon, pe marteze c'hoazh da dostaat da sant "Maugon" e Plegadeg.22
LañveogLanvéoc"Lann" + Maeog, un anv-den hag a gaver alies en anvioù-lec'h Breizh.29
LanvilinLanmérin"Lann" + "Merin", un anv sant. Emdroet eo bet an anv-me e Milin.22
LanvodanLanvaudanGant "lann" (diazez relijiel eus ar grennamzer uhel), ha "Modan", anv ur sant anavezet mat.56
LanwelanLangoëlan"Lann" (lec'h relijiel eus ar grennamzer uhel) + un anv den hag a seblant bezañ Gouelan, anv meur a sant er broioù keltiek.56
LaozagLauzachN'ouzer ket hag-eñ eo un anv galian-ha-roman (gant an dibenn -ac treuzwisket gant -ach brezhonek), pe un anv brezhonek (gant an skrivadurioù kozh -a evit -ac'h). Ma vije kont evel-se e vije ret mont da glask eus tu ar rakger henvrezhonek *lau (bihan, dist56
LareLarréDistaget e vez "an Are" e brezhoneg ar vro, hag ul lec'h "Lesnare" a zo er gumun (lez+nare). Daoust d'an holl stummoù kozh bezañ gant "l" deroù, n'eo marteze nemet ar ger-mell gallek staget ouzh un anv brezhonek, met petra 'vije hemañ? N'ouzer ket. Ar stu56
LazLazOrin diasur. Kinniget ez eus bet ar ger "lazh" (= bazh, goaf) evel er ger "lazh-pesketa".29
LennonLennonDiaes eo bezañ asur gant an anv-mañ. Pouezmouezhiet eo an anv war an "e", ar pezh n'eo ket evit aesaat an dezrann eus ar ger. Un anv deskrivañ e c'hallfe bezañ, savet diwar "lein" (lec'h uhel) mui ar ger "(n)onn" hag a dalvez "red dour" (emañ al lec'h en 29
Leskoed-GwaregLescouët-Gouarec"Lez" + "koed" (stumm kozh evit koad). Gant anv kêr Gwareg da heul evit he dishañvalout diouzh anvioù all.22
LesnevenLesneven"Lez" (lec'h nobl eus ar grennamzer uhel) + un anv-den Neñven (savet diwar "neñv", klevet a reer c'hoazh alies ar friadur er stummoù komzet). Ur etimologiezh faos diwar anv ar c'hont Even a zo brudet. Moarvat eo ar memes Neñven a gaver en anv Sant-Neven e29
Leuc'hanLeuhan"Loc'h/louc'h" (lenn, stank) + an dibenn bihanaat -an.29
LezardrevLézardrieux"Lez" + "ar" (= a-dal, ouzh), ha Trev, anv ar stêr a dremen eno.22
LizioùLizioLiester "lez" (gwechall, liz).56
LizmerzherLimerzelSavet gant "Iliz" (e-lec'h m'eo kouezhet al lizherenn gentañ), mui ar ger "merzher".56
Logeginer-PlouziriLoc-Eguiner"Log" + Eginer, un anv sant n'ouzer ket kalz a dra diwar e benn. Lakaet e vez Plouziri (m'eo un disrann diouti) evit dishañvalout diouzh Logeginer-Sant-Tegoneg. War al lec'h e lavarer "Logi", "Logig" pe "Logig Fall".29
Logeginer-Sant-TegonegLoc-Eguiner-Saint-Thégonnec"Log" + Eginer, un anv sant. N'ouzer ket kalz a dra diwar-benn hemañ. Lakaet e vez "Sant-Tegoneg" goude daoust m'eo ar barrez un disrann diouzh Plouneour-Menez ha neket diouzh S. Tegoneg. Er vro dost e lavarer "Log" hepken, pe "Logig paour".29
Logivi-PlougrazLoguivy-PlougrasEus "log" + "Ivi", un anv den brudet el lec'hanvadurezh (meur a lec'h a zo dediet dezhañ).22
Logonna-DaoulazLogonna-Daoulas"Log" + Onna, un anv-den ha n'ouzer netra diwar e benn. Kemeret eo bet e blas en iliz-parrez gant sant Monna (gant ar c'hemmadur e c'hall, gwir eo, un dra bennak evel sant (ñv)onna. Met kement-se ne vir ket ne vez kemmadur dre vlotaat ebet goude "log". La29
Logunec'hLocminéEus "log" (diazez relijiel eus ar grennamzer izel) + menec'h (liester manac'h), gant ur c'hemmadur er ger "menec'h" evel ma'z eo boas en anv-mañ (evel Porzh-ùenec'h, a zo "La porte aux moines" hon eus amañ *log+ùenec'h)56
LokeltazLocqueltas"Log" + Gweltaz (ar sant, unan eus ar sent o deus ar muiañ a zedioù e Breizh).56
LokenoleLocquénoléLog + Gwennole, ur sant anavezet mat e Breizh.29
LokentazSaint-Gildas-de-Rhuys"Log" + "G(w)eltaz" unan eus ar sent en deus ar muiañ a zedioù e Breizh. Ur stumm emdroet eo "Lokentaz" diwar "Lokeltaz".
Er stumm ofisiel gallek eo bet ouzhpennet an doareer "Rewiz", anv ar c'hourenez a serr mor-bihan Gwened eus tu ar su. An anv-mañ a c'
56
LokenvelLoc-Envel"Log" + "Gwenvael", un anv-den.
Dre fazi eo bet distaget lok + Envel, ha krouet un anv nevez diwar-se.
22
LokeoredLoqueffret"Log" mui un anv-den *Gwevvred (Gwevred)29
LokfiliberzhSaint-Philibert"Log" + Filberzh, hemañ en devoa savet manati Nermouster.56
LokiregLocquirec"Log" + Gireg, un anv sant a gaver ivez en anv Perroz-Gireg.29
Lokmac'hloùLocmaloLog + Maloù, ar sant anavezet mat. Miret eo bet mat en distagadur, ar "c'h" etimologel a zo e-kreiz.56
Lokmaria-ar-GerveurLocmaria"Log" + Maria, anv ar werc'hez, mamm ar C'hrist. Lakaet e vez "ar Gerveur" goude evit dishañvalout diouzh al Lokmaria-où all a gaver e Breizh.56
Lokmaria-BerrienLocmaria-BerrienLog + Maria, mamm d'ar C'hrist. Ouzhpennet e vez Berrien m'eo Lokmaria un drev diouti, evit dishañvalout diouzh Lokmaria-où all Breizh.29
Lokmaria-GregamLocmaria-Grand-Champ"Log + Maria, mamm ar C'hrist. Evit dishañvalout diouzh al Lokmaria-où all e vez ouzhpennet anv ar barrez ma oa ul lodenn diouti a-raok, hini Gregam.56
Lokmaria-KaerLocmariaquer"Log" + Maria, mamm d'ar C'hrist. Mui "Kaer" (= Kêr) anv ar vro m'emañ al Lokmaria-se. Ar ger-se en deus amañ e dalvoudegezh kozh, da lavaret eo ul lec'h kreñv.56
Lokmaria-PlouzaneLocmaria-Plouzané"Log" + "Maria", lec'h gouestlet d'ar werc'hez Vari. Ur disrann diouzh Plouzane eo (un drev) ha miret eo bet an anv-se evit he dishañvalout diouzh ar Lokmaria-où all niverus a zo dre ar vro. Hervez stummoù kozh e oa *Lokmaria-Lanveaneg an anvadur kentañ.29
LokmelarLocmélar"Log" + Melar, un den lakaet da sant (ur priñs, mab da Viliav).29
Lokmikael-an-TraezhSaint-Michel-en-GrèveGant "log" + Mikael (an arc'hael). Ouzhpennet e vez an ger "traezh" evit dishañvalout diouzh an anvioù all gant ar memes anv. Un draezhenn eus ar vrasañ a zo eno, anvet al Lev-draezh.22
LokmikaeligLocmiquélicDiwar "log" + Mikael hag an dibenn bihanaat "ig".56
Lokoal-MendonLocoal-MendonSavet eo Lokoal diwar "log" + Gwal, ur sant.
An eil anv a zo ul lec'h all eus ar gumun, war a seblant eo savet diwar "maen" (karreg), hep na oufed lavaret hag un anv-den eo pe un anv deskrivañ, met ur bern mein-veur a zo war al lec'h.
56
LokornLocronan"Log" + "Ronan", anv ur sant. An anv-se en deus roet "Reunan" e brezhoneg, berraet ha distaget "reun" er vro.
Lokorn a zo ur stumm berraet, aet eo an dibenn "an" da get evel alies er vro-se (keñveriañ Fouenant > Fouen, Glenan > Glen...), hag ur vetatezenn
29
LokournanSaint-RenanLog + Ronan (en deus roet Reunan er yezh a-vremañ). Ur vetatezenn a zo bet er stumm komzet. Ar stumm gallek a zo ur gallekadur gant an asez troidigezh "saint" evit "log".29
LoktudiLoctudy"Log" + Tudi, un anv-sant. Un adstumm moumounañ eus Tudwal e vefe an anv-mañ.29
LokunoleLocunolé"Log" + "Gwennole" ur sant anavezet mat e Breizh.29
Loperc'hedLoperhet"Log" + Berc'hed, maeronez Iwerzhon. Lakaet e vez anezhi da vezañ warlerc'hiadez an doueez kelt vras.29
LoperegLopérec"Log" + Pereg, ur sant kozh.29
LoprevalerLoc-Brévalaire"Log" + Brewalaer, ur sant (a vez lakaet Brandan alies en e lec'h). War al lec'h e vez graet alies gant ar stumm berr "Lopre".29
LostenkNostangSavet gant ar rakger henvrezhonek "lau" (bihan, dister) ha "stenk" (ul liester da "stank" moarvat).56
LoteiLothey"Log" + Dei, un anv-den lakaet war roll ar sent (dre vras e vez distaget "Tei", diwar levezon dibenn ar ger "sant").
Kreizenn gozh ar barrez a oa e Landremel.
29
LouadLoyatAnv brezhonek. Adalek ar stummoù "Loiat" (1066), "Loueat" (1408) e c'haller gwelet ar memes emdroadur sonioù en deus roet an anv "Houad" (an enezenn e Bro-Wened) (diwar ur Siata kozh), "Louargad" (diwar ul Loeargat kozh). Moarvat e oa un anv den, met ster56
Magoerioù-ar-C'houenonMézières-sur-CouesnonKevatal Breizh-Uhel da "mogerioù" pe "magoarioù" Breizh-Izel eo "Mézières", da lavaret eo, mogerennoù dismantroù eus amzer ar Romaned.35
MagorMagoarEus "magoar", stumm all eus "moger". Ar ger brezhoneg-se, a-orin latin, a veze roet da lec'hioù ma veze dismantroù tiez eus mare ar Romaned.22
MahalonMahalonUn anv-den.29
MalañsegMalansacAnv galian-ha-roman, domani Mallentiacus.56
MalestredMalestroitLec'h tremen strizh ha dañjerus, e latin. Ul lec'h tremen ha treizhañ e oa war an Oud.56
MalgenegMalguénacN'eo ket un anv galian-ha-roman gant un dibenn -ag, met an dibenn brezhonek -eg evel ma tiskouez an distagadur brezhonek hag ar stumm kozh "Melguennec" (1301). Un anv brezhoneg eo an darn kentañ, marteze Maelgon.56
MaoronMauronDiwar un anv latin "Maurus", mui un dibenn a seblant bezañ brezhonek. Daou lec'h gouestlet da sant Maoron a oa gwechall en eskopti kozh Roazhon, met n'eus netra a lavar ez eus ul liamm gant an anv-mañ.56
MarberegMarpiréAozet gant an anv "pereg" (e-lec'h ma'z eus gwez per).35
MarzhanMarzanMarzhan hag Arzhal a oa ar memes parrez gwechall, ha liammet eo an daou anv gant "arzh" enno o-daou. Marzhan a vije savet en un doare moumounañ (*mo-Arzh-an). Paeron ar barrouz eo sant vARZHin Gwerzhav a vez diskouezet gant un arzh, kadarnaet eo evel-se a56
MegeriegMissiriacDre ma n'eo ket un barrouz kentidik n'eo ket sur tamm ebet e vije un anv gallian-ha-roman. Un anv brezhonek e vije kentoc'h, gant an anv Keri a gaver er vro, evel "Boquéry" (bod+Keri), gant ar rakger "me": me+Keri+eg.56
MêlannMeslanMarteze diwar ar ger galianeg "mediolanon" a gaver aliezik en anvioù-lec'h, aozet gant "mez" (kreiz) ha "lan(n)". Seurt anvioù a veze kavet nepell diouzh an harzoù (amañ etre ar Weneded hag an Osismied).56
MellagMellacDre vras e soñjer hon eus d'ober amañ gant un anv a orin galianek (pe galian-ha-roman) savet diwar "mell" (uhelenn gromm, soñjit er ger brezhoneg "mell", c'hoariell, a-stumm gant an dra-se) mui an dibenn -ag (kevatal d'ar brezhoneg -eg).29
MellegMelléAnv galian-ha-roman, diwar ar galianeg "mel(l)", torgenn (kevatal d'ar brezhoneg moel(l)). Ar memes anv eo ha Mellag (kumun e Kernev), ha meur a lec'hanv all treuzskrivet "Mel(l)ac" e Breizh-Uhel.35
MêlrantMelrandDiasur eo an orin. Diwar stumm an anv e c'haller soñjal eo un anv savet diwar div elfenn, an eil (rant) ne seblant ket bezañ ar ger "rann" (darn), pa weler ar stumm Melrandiz (annezidi ar barrez, reizh eo ar stumm d evit t goude n e brezhoneg Gwened). An 56
MêlwennMelgvenUn anv-den implijet en e unan, pe un anv deskrivañ? N'eo kets klaer evit an holl. "gwenn" a gaver anat en eil lodenn. Petra eo an dra gentañ: "mael" (priñs, penn), pe mell "uhelenn gromm"?29
Menez-DolMont-DolUn uhelenn a-us paludoù Dol.35
MeniegMénéacKavout a reer ar ger "menez" en anv-mañ (eus ar brezhoneg, pe eus ar galianeg), mui an dibenn -eg.56
MespaolMespaul"Maez" + Paol, diazezer eskopti Leon. N'emañ ket ar barrez gwall bell diouzh Kastell-Paol.29
MeukonMeuconN'eus bet kavet displegadenn a-zoare ebet evit c'hoazh d'an anv-mañ.56
MezanskerMésangerEus al latin "mansio" (ti, annez, kêr) hag un anv-den germanek (frankeg pe norseg) Ansgar.44
MilizagMilizacAnv a-orin galian-ha-roman, diazezet (hervez B. Tanguy) war ar ger kevatal d'ar brezhoneg "milis" (c'hwek) mui an dibenn -ag (a glot gant -eg).29
MolanMoëlan-sur-MerPe un anv-den brezhoneg (kinnig B. Tanguy), pe neuze un emdroadur brezhonek eus ur ger galianeg "mediolanaon" (lann ar c'hreiz (mez)), gw. Mêlann.29
MolenezÎle-Molène"Mol" pe "moel" a dalvez ur "bern", un uhelenn a-stumm gant ur bern, mui ar ger "enez". Kavout a reer an anv-se e lec'h all evel e Trebeurden. Adkavout a reer an anv-se ivez e Kergrist-Moelou (Kergrist an tuchennoù).29
MonkontourMoncontourEus al latin, pe ar galleg, hag a dalvez "menez" ar "kontou(e)r", hag a dalvez gwaz ar c'hont.
Ul lec'h kreñv e oa.
22
MontenegMonteneufSavet gant ar ger "mouster/moutier" mui un anv-den brezhonek: Eneg pe Teneg.56
MontroulezMorlaixEus ur stumm latin pe galleg kozh "Monte Relaxo" pe "Mont Releys" hag a dalvez "menez dilezet". Er stumm brezhonek ez eus bet ur vetatezenn.29
MotrevMotreffDre vras e soñj d'an nen ez eus d'ober amañ gant ar ger "moc'h" (gwechall e oa gant ar ger-mañ un dalvoudegezh unander) + "trev" (diazezadur eus grennamzer uhel), plaset amañ da eil, ar pezh a zo ral.29
MouriegMoréacStumm ar gumun-mañ a ro da grediñ e oa ur barrez a-orin galian-ha-roman, marteze diwar an anv latin Maurius, mui an dibenn -ac/-eg. Dishañval diouzh Morieg (22) e tiskouez bezañ an anv-mañ.56
MousterdelavMontertelotMouster (adlec'h relijiel) + an anv Telav (ur sant).56
MousterrinMonterreinDiwar mouster (chapel war ar maez) hag an anv-den Rin hag a adkaver e-barzh Plourin, Plerin...56
MousteruzMoustéruDiwar "mouster" (chapel war ar maez) ha "ruz" (al liv). Daoust d'un hengoun diazezet mat, ne seblant bezañ liamm ebet gant ar "venec'h ruz" (paotred an Templ pe an Ospital).22
Moustoer-Logunec'hMoustoir-AcAr stummoù koshañ a ziskouez e oa "Moustoer ar radeneg" an anv, ha dibenn an anv-mañ (bet treuzskrivet a-wechoù «Radenac») en deus roet ar stumm ofisiel souezhus "Moustoir-Ac". Lakaet e vez "Logunec'h" da heul evit spisaat an anv.56
Moustoer-RemengolMoustoir-RemungolMoustoer (ur seurt chapel war ar maez), hag an anv Remengol, ur barrez a oa stag outi a-raok.56
MozhonMohonGant ar stummoù kozh e oa weler e oa un "th" e-kreiz an anv-mañ (hag en deus roet "zh" e brezhoneg a-vremañ, distaget "h" pe "c'h" e brezhoneg Gwened). N'eus netra da welet gant ar "moc'h" eta. Daoust da se n'ouzer ket petra eo an anv-mañ, marteze a-walc'56
MuzilhegMuzillacDiwar doare ar gumun hag hec'h anv e seblant an anv bezañ a-orin galian-ha-roman, diwar un anv *Musullius. Ar pezh a zo n'eo ket testeniet an anv-se.56
NaonedNantesDiwar anv ur boblad geltiek, an Namneted, a glote dre vras o ziriad gant hini Bro Naoned. Diwar un elfenn "nañv" (= neñv), gant un dalvoudegezh dre vras evel “ar re a zo diwallet gant an neñv" pe neuze "ar re sakr" (keñveriañ: Nemedon, Neñved, lec'h sakr 44
NeantNéant-sur-YvelMarteze ur stumm emdroet eus an anv Neizhan (anv a gaver alies e lec'hanvadurezh Breizh), ur sant hag un den mitologel brezhon. Kavet e vez an anv-se e meur a lec'hanv eus ar vro: Kernéant, an Néant, Brénéant...56
NeizinNaizinUn anv-den brezhonek en e-unan. Da vezañ tostaet da Nizon, Pornizhan, ha, hep an dibenn -in, da Ploneiz, Pornizh ha meur a anv all c'hoazh eus ar memes rummad.56
NeuliegNeulliacEus ar marevezh galian-ha-roman. Anv evel "Noal", mui an dibenn -(i)ag, tachenn nevez-digoret, daoust m'eo kozh-kenañ ar poblañ el lec'h-mañ.56
NevezNévez"Nevez" a dalvez un diazezadur nevez. Un disrann eus Mêlwenn e vije eta. Lod a soñj eo un douar "nevez-digoret".29
NiviliegNivillacAnv a orin galian-ha-roman. Adkavout a reer ar memes elfenn hag e-barzh anvioù evel Noal, Neulieg, da lavaret eo gant an dalvoudegezh "douar nevez-digoret".56
Noal-MuzilhegNoyal-MuzillacDre vras e tispleger an anv-mañ gant ar galianeg "frankizenn nevez".56
NoaloùNoyaloLiester ar ger "noal" a lakaer da zont diwar ar galianeg hag a dalvezfe kement ha "frankizenn nevez", da lavaret eo un difraostadeg.56
Noal-PondiNoyal-PontivyDre vras e roer un orin galianek d'an anv-se "frankizenn nevez, difraostadenn nevez".56
OskalegAucaleucDiwar ar brezhoneg "oskal" (a zo deuet da vezañ "askol" e brezhoneg a-vremañ), mui an dibenn -eg. Lec'h ma kresk askol.22
PaludPaulxEus al latin "paludatum" (lec'h gleb, palud). Alies a-walc'h lec'hioù gounezet evit mad an dud (soñjal e paludoù-holen da skouer).44
PaoliegPeillacUn anv galian-ha-roman e penn kentañ, gant an dibenn -ac (= brezhoneg -eg). Lec'h pe domani Paulius (d.l.e. Paol).56
PedernegPédernecDiwar Pedern hag an dibenn "eg". Ur Sant-Pedern a gaver e Sant-Eganton e-kichen Gwengamp. Pedern a seblant bezañ stumm Padern e Bro-Dreger.22
PempoullPaimpol"Penn " + "poull" (amañ gant an dalvoudegezh "pleg en aod" a vez karget gant ar mor).22
Penc'heriegPiriac-sur-Mer"Penn" (beg-douar) mui un anv Kerieg a c'hall bezañ un anv-den.44
Penmarc'hPenmarch"Penn" + "marc'h". Kevatal brezhonek an anv kozh a orin latin pe galian-ha-latin "Kab Kaval" a dalveze evit pezh a zo ar vro vigoudenn bremañ. Anv ar c'hab-se end-eeun an hini eo.29
Penn-ar-C'hrannPencran"Penn" mui "Krann" (ger a dalvez gwrizienn, kefioù, ha marteze ivez koad, gwez) (keñveriañ gant Koad ar C'hrannoù nepell). Ur Maner ar C'hoad a zo er gumun.
E brezhoneg e vez lavaret "Penc'hrann" pe "Penn ar C'hrann".
29
PennestinPénestinSavet gant ar ger "penn" mui an anv-den Yestin, anv a vez adkavet en anv Plistin da skouer (plouev + Yestin). Yestin a oa mab-bihan da Erbin (a zo e anv en Erbinieg).
N'eus ket eus an anv "staen" en anv-mañ, daoust ma veze kenderc'het staen amañ.
56
PeregPiré-sur-SeicheLec'h gant gwez per.35
PerskenPersquenSavet diwar ar ger brezhoneg "perzh" (lodenn, rann, parzh), evel en droienn "kemer perzh", hag un anv "Sken". Adkavet e vez an anv-mañ en anv-lec'h Plousken (< plouev + Sken). Un disrann eus ar blouev-se e vije eta, pa oa bet savet Lokmac'hloù diwar he c'56
PlabennegPlabennec"Plouev" + an anv "Abenneg" ha n'ouzer netra diwar e benn. Soñjal a reer dre vras ez eus un anv-den anezhañ.29
PlañvourPlœmeurMont a ra distagadur brezhoneg an anv-mañ a-enep an displegadur a roer dre vras (Plouev+Meur). Hervez emdroadur ar soniadoù e vefe dav gwelet en anv-mañ un anv-den Movor (Memorius e latin), mab da sant Gourziern Kemperle, ha kehelet e Groe.56
PlaodrenPlaudrenPlouev + Aodren, un anv-den brezhonek a gaver e meur a lec'h all, en o zouez e-barzh Kastellaodren.56
PleaolPéaule"Plouev" + ar ger "gaol" (amañ gant ar ster genoù ur stêr, hini ar Gwilen).56
PledeliavPlédéliac"Plouev" + Teliav, un anv-den anavezet mat hag a adkaver e-barzh Landelo ha Sant-Telo da skouer.22
PlegadegPleucadeuc"Plouev" + anv-den Kadeg (diazezet war "kad", emgann).56
Plegad-GwerannPlouégat-Guérand"Plouev" + un anv-den diazezet war "kad". Kevatal eo an anv-se da Plegad-Moezan ha Plagad e-kichen Kastellaodren, o-zeir e Bro-Dreger. Lakaet eo bet Gwerann ouzhpenn, anv ul lec'h nobl, evit dishañvalout diouzh Plegad-Moezan (gwall dost).29
Plegad-MoezanPlouégat-Moysan"Plouev" + un anv-den diazezet war "kad". Kevatal eo an anv-se da Plegad-Gwerann ha Plagad e-kichen Kastellaodren, o-zeir e Bro-Dreger. Lakaet eo bet Moezan ouzhpenn, evit dishañvalout diouzh Plegad-Gwerann (gwall dost). N'ouzer ket mat abeg an anv-se, ma29
PlegastellPléchâtel"Plouev" + "kastell". En anvioù-lec'h e tiskouez ar ger kastell ul lec'h difenn eus an amzer gozh, gant soudarded brezhon-ha-roman eus marevezh an Impalaeriezh Izel. Ar stumm gallek a ziskouez un emdroadur romanek (al lec'h a oa e Bro-Naoned a-raok bezañ 35
PlehenegPlouhinec"Plouev" + ur stumm emdroet eus "ezhineg" a dalvez "lanneg" (lec'h ma kresk lann). Ur ger aet da get er yezh pemdez eo.56
PleibenPleybenPlouev + un anv-den a seblant bezañ *Iben ar stumm orin. N'ouzer netra diwar e benn.29
Pleiber-KristPleyber-ChristPlouev + Iber, un anv-den a adkaver e-barzh Lanneber (Lann+Eber), ur gumun eus Bro-Oueloù. N'ouzer netra diwar-benn an den-se. Gwechall e veze ouzhpennet an anv Riwod (anv un aotrou, pe ur penn bennak) d'an anv-se, met e-tro ar 16vet kantved eo bet lakaet29
Plelann-VeurPlélan-le-Grand"Plouev" + "Lann" (diazezadur relijiel). Lakaet e vez "bihan" da heul evit dishañvalout diouzh "Plelann-Vihan" (a zo er memes bro, hini Sant-Maloù).35
Plelann-VihanPlélan-le-Petit"Plouev" + "Lann" (diazezadur relijiel). Lakaet e vez "bihan" da heul evit dishañvalout diouzh "Plelann-Veur" (a zo er memes bro).22
PleñverPloemel"Plouev" + un anv-den Mael pe Mel. Aet eo an "l" dibenn da "r" evel ma c'hoarvez alies e brezhoneg, p'o deus poan daou "l" da chom o-daou er memes anv (evel delc'hel a ro delc'her pe derc'hel).56
PlerinPlérin"Plouev" + anv-den Rin.
Anv heñvel er fedoù ouzh Plourin (Leon) ha Plourin (Treger).
22
PlesalaPlessala"Plouev" + Sala, un anv-den hag a adkaver e-barzh Menez Sant-Sala e Kraozon.22
PleskobPlescopPlouev + Eskob. Emañ al lec'h-mañ sko ouzh takad kêr Gwened, a zo un eskopti abaoe pell.56
PleurdudPloërdut"Plouev" + anv Ildud (gant ur stumm emdroet abalamour d'an "l" kentañ a oa er stumm "plo-"), un anv sant brudet en istor kozh Breizh. Kavout a reer an anv-se e Lannildud da skouer.56
PleurestudPleurtuit"Plouev" + Restud (un anv-den, "res", fo, ha "tud"). Ur Restud a zo anavezet e Kembre, dont a rae eus Breizh-Vihan ha mab e oa da Hoel Vihan ha mab-bihan da vBudic 2 (Impalaer Breizh-Vihan).35
Pleuveur-BodoùPleumeur-BodouAn elfenn "plouev" + "meur" (bras). Kavet e vez ar ger "meur"-se en anv Enez-Veur, un enezenn vras stag ouzh ar gumun.
Moarvat eo un anv-den an eil elfenn (Podoù). Eus un den gant an anv-se ez eus bet hag en e familh e oa ivez unan hag a oa anvet Serv, da
22
PleuwignerPluvigner"Plouev" + un anv-den, Gwinier, paeron ar barrez.56
PleuzalPloëzal"Plouev" + "sal" (ger hag a dalvez "kastell", "lec'h kreñv")22
PlevenPlévenWar a seblant ez eus un daouad eus Ploeven anezhi. "plouev" + Even (un anv-den).22
PlevigPlémy"Plouev" + Mig. Adkavout a reer an anv-mañ e-barzh Sant-Vig, Poulmig... Darn a lavar eo Maeog ha Mig daou stumm eus ar memes anv, marteze met n'eo ket sur.22
PlevinPlévinPlouev + Evin, un anv-den. N'emañ ket ali an holl gant orin an anv-mañ, *Ezvin pe *Ezhvin?22
PloaregPlorec-sur-ArguenonPlouev + marteze ar ger brezhoneg "gwareg" a dalvez ur pleg bras war ur ster (kv. an anv-lec'h Gwareg e Kernev-Uhel). Skrivet e veze er stummoù koshañ anavezet "Ploarec".22
PloenegPlouhinec"Plouev" + ur stumm emdroet eus "ezhineg" a dalvez "lanneg" (lec'h ma kresk lann). Ur ger aet da get er yezh pemdez eo.29
PloermaelPloërmelPlouev + Arzhel (anv den pe ditl) (< Arzhvael > Arzh + Mael)56
PloevenPloéven"Plouev" + "Even" (un anv den)29
Plogastell-Sant-JermenPlogastel-Saint-Germain"Plouev" + "kastell". En anvioù-lec'h e tiskouez ar ger kastell ul lec'h difenn eus an amzer gozh, gant soudarded brezhon-ha-roman eus marevezh an Impalaeriezh Izel. An eil elfenn a zo anv un drev eus ar barrez, gouestlet da sant Jermen (unan eus ar re a 29
PlogonegPlogonnec"Plouev" + Koneg (anv-den, a vez kinniget dre vras evel un den santel — bet da heul sant Paol Aorelian). Adkavout a reer an anv-se da skouer e-barzh anv "Sant-Koneg" ha "Sant-Tegoneg".29
PlohegPloeuc-sur-LiéPlouev + un anv diazezet war "hez" (peoc'h, met ivez a-wechoù krugell, ha bed all). An hevelep anv a gaver gant Ploueg-ar-Mor, Ploueg-Pontrev, Ploueg-Grifed.
Gwechall e veze ouzhpennet "Gwalc'hion" evit dishañvalout Ploueg-Grifed.
22
PloneizPlonéis"Plouev" + Neiz(h). Un anv-den, a gaver e meur a anv-lec'h kozh. Daoust da se n'ouzer ket kalz a dra diwar e benn.29
Ploneour-LanwernPlonéour-Lanvern"Plouev" + Eneour (un anv-den), mui "Lanwern", un anv-lec'h eus ar gumun evit dishañvalout diouzh Plouneour-Menez ha Plouneour-Traezh.
Lanwern zo savet diwar lann + gwern.
29
PlonevellPlounévézelKinniget ez eus bet meur a zisplegadenn d'an anv-mañ. War a seblant eo un disrann eus "plouev" Poullaouen. Diwar-se e c'hall bezañ a-walc'h "plouev" + "nevez" + an dibenn "el".29
Plonevez-ar-FaouPlonévez-du-Faou"Plouev" + nevez. Savet diwar un disrann eus plouev Plouie. Ar meneg "ar Faou" a zo ur stumm kemmet eus ar ger "paou" (ur rann eus an tiriad), amañ hini Poc'hêr (paou + kêr).29
Plonevez-PorzhePlonévez-Porzay"Plouev" + "nevez". Savet diwar plouev Ploeven. Diwar he dishañvalout diouzh ar plounevezioù all ec'h ouzhpenner meneg an tiriad m'emañ ennañ, ar Porzhe (< Porzhez), ul liester kozh eus ar ger "porzh" (bigi).29
PlongerPloumoguer"Plouev" + "moger" (mogerennoù, dismantroù hag a sav da varevezh ar Romaned).29
PlouaredPlouaretEus "plouev" + anv-den "Barved" ha n'ouzer ket kalz a dra diwar e benn.22
PlouarzhelPlouarzel"Plouev" + Arzhel, un anv-den (savet hemañ gant "arzh", al loen (ourz), ha "mael" (penn, priñs).29
PloubêrPloubezre"Plouev" + "Pêr" (anv den).22
PloudiernPlomodiern"Plouev" + Modiern (un anv-den brezhonek, a adkaver e-barzh ar ger 'tiern', penn-bras, rener, ha moarvat 'mav' berraet e 'mo').29
PlouePlouayGant "plouev" + Doe (un anv-den). Ur sant gant an anv-se a zo.56
PlouedernPlouédern"Plouev" + Edern, un anv-den a gaver alies en anvioù-lec'h brezhonek (evel Lannedern, Edern, Keredern...).29
Ploueg-ar-MorPlouézecPlouev + un anv diazezet war "hez" (peoc'h, met ivez a-wechoù "krugell, bed all").
E brezhoneg e vez lakaet "ar-mor" ivez dishañvalout diouzh Ploueg-Pontrev.
22
Ploueg-GrifedPleugriffetEvel "Ploueg", mui anv ul lec'h nobl, Grifed, ouzhpennet evit dishañvalout diouzh "Ploheg" (a veze graet "Ploheg-Gwalc'hion" anezhi).56
Ploueg-PontrevPlouëc-du-TrieuxSavet gant "plouev" + un anv diazezet war "hez" (peoc'h, met ivez a-wechoù krugell, bed all). An hevelep orin a zo gant anvioù Ploueg-Pontrev, Ploueg-ar-Mor, Ploueg-Grifed, ha Ploheg.22
PlouenanPlouénan"Plouev" + un anv a vefe *Menoen. N'ouzer netra diwar-benn an anv-se, nemet e soñjer e c'hallfe bezañ an hini a gaver ivez e Plevenon.29
PloueskadPlouescat"Plouev" + un anv-den bennak. Hervez ar stummoù kozh e vije *Reskad (ar ger "kad" a vije e-barzh an anv-se).29
Plouezoc'hPlouezoc'hPlouev + un anv diazezet war "Hez" (= peoc'h, keñveriañ ar c'hembraeg heddwch = peoc'h), evel Ploueg-Pontrev, Ploueg-ar-Mor, Ploueg-Grifed ha Ploheg.
Mat eo menegiñ moarvat en deus ar ger "hez" un adster hag a dalvez kement ha "krugell", ha "bed all" zoke
29
PloufraganPloufraganDiwar "plouev" + Fragan, anv-den anavezet evit bezañ bet tad sant Wennole.22
PlouganoùPlougasnouPlouev + anv-den Kanoù, savet gant "kad" (emgann) ha "gnaou" (brudet, anavezet).29
Plougastell-DaoulazPlougastel-Daoulas"Plouev" + "kastell". En anvioù-lec'h e tiskouez ar ger kastell ul lec'h difenn eus an amzer gozh, gant soudarded brezhon-ha-roman eus marevezh an Impalaeriezh Izel. An anv Daoulaz a zo bet ouzhpennet evit dishañvalout diouzh Plogastell-Sant-Jermen.29
PlougernePlouguerneau"Plouev" + Kernev. Heñvel eo an anv-mañ ouzh hini Bro-Gernev hep na ouijed hag ul liamm a zo etre ar vro-se hag ar barrez-mañ.29
PlouginPlouguinPlouev + ar ger "ken" (kaer, elfenn a gaver e-barzh ar ger "kened" da skouer), emdroet en "i". An elfenn-se a gaver e meur a anv-den brezhonek evel hini kont Kernev, Alan Kaniarzh (< ken + arzh). Ar pezh a ro da grediñ eo moarvat un anv-den a zo da welet 29
PlougoñPlogoff"Plouev" + Koñv (istagaet -oñ er vro, met ''Plougoñv'' en Enez-Sun). Un anv-den eo.29
PlougonvelenPlougonvelin"Plouev" + anv-den henvrezhonek Konvelen.29
PlougouloumPlougoulm"Plouev" + Kouloum (pe "Koulm") hag a zeu diwar "koulm".29
PlougouvelenPlougoumelen"Plouev" + anv-den "Konvelen". Ar memes orin a zo gant ar gumun-mañ ha hini Plougonvelen e Bro-Leon.56
PlougrazPlougrasEus "plouev" + un elfenn hag a soñjer dre vras eo "kroaz", gant pe dalvoudegezh avat? Arouez ar gristeniezh, pe neuze ar ster “kroashent”?22
PlouharnelPlouharnel"Plouev" + anv-den Harnel, savet diwar "houarn" ha "hael".56
PlouiderPlouider"Plouev" + un anv-den a seblant bezañ Ider.29
PlouiePlouyé"Plouev" + anv-den Ie (Ie a zo anv ur santez e Kernev-Veur).29
PlouignoPlouigneau"Plouev" + anv-den Yuniaw (lod, evel B. Tanguy, a gred kentoc'h ez eo Gwiniaw pe Gwiniew).29
Plouneour-MenezPlounéour-Ménez"Plouev" + Eneour (un anv-den) + "Menez", evit dishañvalout diouzh Plouneour-Traezh ha Ploneour-Lanvern.29
Plouneour-TraezhPlounéour-Trez"Plouev" + Eneour (un anv-den), + Traezh (hini Goulc'hen, evit dishañvalout diouzh Plouneour-Menez ha Plouneour-Lanvern).29
PlounerinPlounérin"Plouev" + Nerin (a zo un titl = "aotrou", muioc'h eget un anv-den).22
Plounevez-MoedegPlounévez-Moëdec"Plouev" + "nevez" (marteze eo ur rann distaget diouzh Plouared), mui un anv-den moarvat "Moedeg".22
PlouraePlouray"Plouev" + an-den Gourae (hervez J. Loth).56
Plourin-GwitalmezePlourin"Plouev" + anv-den Rin.
Anv heñvel er fedoù ouzh Plerin (Goueloù) ha Plourin (Leon).
29
Plourin-MontroulezPlourin-lès-Morlaix"Plouev" + anv-den Rin.
Anv heñvel ouzh Plourin (Leon) ha Plerin (Goueloù).
29
PlourivioùPlourivoPlouev + Rivoù, un anv-den diazezet war "ri" (= roue). An anv-se a gaver evit ur gumun all (Rivoù = Rimou eus he stumm ofisiel e Bro-Roazhon.22
PlouvaraPlouvara"Plouev" + Bara, un anv-den moarvat, hag a ra dave da berzhioù emgann pa dalvez kement ha "fulor, kounnar".22
PlouvienPlouvien"Plouev" + un anv-den hag a c'hallje bezañ "Gwien", met diaes eo bezañ asur. Mont a ra an anv-lec'h Gwigien (< "gwig" + eil elfenn "Plouvien") kentoc'h a-enep ar c'hinnig-se. Un anv *ieion a c'hallje bezañ kenkoulz-all.29
PlouvornPlouvorn"Plouev" + anv-den brezhonek, Maorn (hervez ar stummoù kozh).29
PlouzanePlouzané"Plouev" + anv-den Sane. Lakaet war roll sent ar vro. Ur vojenn war e anv a zo er vro, hag ivez ur feunteun, Feunteun sant Sane.29
PlouzenielPloudaniel"Plouev" + anv-den Deniel. Piv ent-resis eo an Deniel-se, n'ouzer ket. Kavet e vez an anv-se e tiegezhioù renerien Breizh ar grennamzer uhel.29
PlouziriPloudiry"Plouev" + an anv "diri" a zispleger dre vras evel ul liester eus derv. Hiniennoù a gav kentoc'h eo ul liester rouez eus "dour" (= red-dour). Kavet e vez an elfenn-se er barrez nes, Dirinonn.29
PlovanPlovan"Plouev" + un anv (un anv-den moarvat) ha n'ouzer ket ar stumm diazez. Hervez ar stummoù kozh e c'haller adsevel da *Ozvan pe neuze *Bozwan (B. Tanguy), met n'eus netra asur.29
PloveilhPlomelin"Plouev" + "Merin" (anv-den). Deuet da vezañ evel alies "milin" (ha "meilh" hervez an distagadur kernevek).29
PloverenPloeren"Plouev" + Meren, un anv-den.56
PloveurPlomeur"Plouev" + "meur". Distaget e vez dre vras "plo-eur" pe "pleur".29
PlozevedPlozévet"Plouev" + "Deñved" (skrivet Deved, daoust ma vez klevet ar stumm friet er vro), un anv-den moarvat, daoust m'eo ivez anv ur meuriad eus norzh Kembre (bremañ kontelezh Dyfed).29
PludunoùPluduno"Plouev" + un anv-den diazezet war "tud" (evel anv Tudwal da skouer).22
PlufurPlufurSavet gant an elfenn plouev hag un anv den moarvat, marteze a-walc'h *Flur (anv brezhonek deuet diwar al latin "florus", hag a adkaver un anv kar dezhañ da sant patron ar barrez: Flouran).22
PluguenPluguffan"Plouev" + un anv-den Kuñvan (diazezet eo war ar ger "kuñv" mui an dibenn bihanaat -an).29
PluherninPluherlin"Plouev" + Hernin (un anv-den hag a adkaver e-barzh "Sant-Hernin").56
PlûnedPluzunetAn elfenn "plouev" + un anv-den (Dunod hag a emdro en Duned e brezhoneg a-vremañ). Meur a zen e bed kozh an div Vreizh o deus an anv-se. Tostaet eo bet an anv Idunet (bremañ 'Yened'), anavezet er vro, met hemañ ne zegouezh ket evit displegañ an anv.22
PluneredPluneret"Plouev" + un anv "Nered" dianav a-hend-all.56
PluniavPluméliauSavet gant "plouev" + Meliav (gwelet anv Plouilio). Un emdroadur eo Pluniav.56
PlurienPlurien"Plouev" + Rien, un anv-den diazezet war "ri", roue, a gaver alies en anvioù kozh.22
PluvaelgadPlumaugat"Plouev" + un anv-den Maelgad (savet gant "mael", priñs, ha "kad", emgann).22
PluvaodanPlumaudan"Plouev" + un anv-den brezhonek, diasur e orin.22
PluvelegPlumelec"Plouev" + Maeleg, anv-den savet war "mael" (priñs), mui an elfenn greñvaat -eg. Adkavout a reer an anv-mañ e-barzh anv Lanvaeleg.56
PluvergadPlumergat"Plouev" + anv-den Morgad (kavout a reer un anv-lec'h evel-se er gumun).56
PluverinPlumelinSavet gant "plouev" + an anv-den Merin, a gaver ivez e Ploveilh (plouev+Merin), Lanvilin (lann+Merin), ha re all c'hoazh...56
PluwennPleuvenPlouev + "Gwenn" (a dalvez ivez benniget, glan). En degouezh-mañ e c'hell bezañ a-walc'h un anv-den.29
PondiPontivySavet gant ar ger "pont" + Ivi (den santel a gaver ivez e meur a lec'h all evel Logivi).
Er vro e tistager "Pondi", ha "Pondëwi" er vro dost.
56
Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'hPont-de-Buis-lès-QuimerchDiv barrez kozh. An anv kentañ a dalvez kement hag ar pont e-kichen an anv-lec'h "ar Veuzenn".
Kimerc'h a zo un emdroadur eus "kein" + "merc'h" (unan eus liesterioù "marc'h").
29
Pont-AvenPont-AvenPont war an Aven, anv ar stêr a dremen dre aze.29
PontekroazPont-CroixPont + un elfenn "e" dianav (war an "e"-se emañ an taol-mouezh) + kroaz.29
Pont-'n-AbadPont-l'AbbéPont + ar gar "an Abad". Abad Loktudi a oa perc'henn war ar pont-se.29
PontrevPontrieux"Pont" + "Trev", anv ar stêr a dremen eno.22
Pont-SkorfPont-ScorffAr "pont" war ar stêr "Skorf". N'eo ar stumm komzet lec'hel "pouskorn" nemet un distummadur eus an anv orin.56
PornalegPlobannalec-Lesconil"Plouev" + "Banaleg" (lec'h ma kresk banal).
Ar stumm brezhonek a zo un emdroadur. Kavet e vez un anv-lec'h "Lesnaleg", gant an elfenn-se, er gumun-se ivez.
Leskonil a zo savet diwar "lez" + Konil, un anv-den hep mar, savet diwar "kon" (a gaver alies en a
29
PorspoderPorspoderPorzh + un anv a seblant bezañ Poder (an hini a ra podoù).29
PorzhigPordic"Porzh" + "Ig" ar stêr a dremen nepell.22
Porzh-KarozhPorcaroSavet gant ar ger "porzh" (porzh kloz, ti bras kreñv) hag an anv Karozh (gwelet anv kumun Karozh).56
Porzh-LaeLe PalaisSavet gant ar ger "porzh" (porzh-mor) ha "lae(z)", an uhel, dre m'emañ e tu uhel an enez. Un anv heñvel a gaver en Enez Groe, e tu norzh an enez ivez. Komprenet eo bet a-dreuz an anv-mañ evit sevel ar stumm ofisiel hag a dalvez "ar palez".56
Porzh-LoeizPort-LouisAnvet en enor Loeiz XIII, roue Bro-C'hall. A-raok e oa Loperan (log + Peran, ur sant, tad da Badern, paeron bro Wened).56
PouldregadPouldergat"Plouev" + un anv-den henvrezhoneg Tergad. Div vetatezenn a zo c'hoarvezet e brezhoneg: "plou-" zo aet da "poul-" ha "-dergad" da "dregad".29
PouldreuzigPouldreuzic"Plouev" (diwar ur vetatezenn e teu ar stumm poul-), mui ur ger dianav (Treuzig), marteze a-walc'h un anv-den, dianav avat.29
PoullannPoullan-sur-Mer"Plouev" (gant ur vetatezenn en elfenn plou-), mui "Lann".29
PoullaouenPoullaouen"Plouev" + an anv-den "Laouen", anv a adkaver ivez e-barzh Louaneg, Kerlouan… Diwar ur vetatezenn e teu an emdroadur plou > poul- (diwar levezon lizherenn gentañ Laouen).29
PradPratAr ger brezhonek-mañ a zeu eus al latin "pratum".22
PrederionBrandérionSavet diwar "bran" (bre, torgenn) mui an anv-den Terion (diwar te+Rion). Ur sant anvet Rion a zo. Ar stumm komzet Prederion a ro da soñjal ez eo marteze kentoc'h "prez" (annez) + Terion. Seurt pebeil b/p a gaver ivez gant un anv all gant Prez (Prizieg) a 56
PrevelPrimelinUn anv-den henvrezhonek, kar marteze da "Primael" (anv a gaver en anv Primel-Tregastell e Bro-Dreger da skouer). Met disheñvel eo distagadur an daou anv-se e brezhoneg, ar pezh n'eo ket evit asuraat an displegadur.29
PriziegPriziacDiasur-kenañ. Kinniget ez eus bet gwelet ar ger "prez" (annez, diwar al latin "praedia") en anv-mañ mui an dibenn kreñvaat -(i)eg.56
PuñselPuceulGer kar d'ar ger brezhoneg "puñs", gant un dibenn.44
PuridPeuméritAnv a orin latin, hag a dalvez kement ha "lec'h gant gwez avaloù".29
RadenegRadenacAl lec'h ma kresk "raden".56
RedeneRédenéAnv diasur e orin. Darn a lavar ez eo a-orin latin, met ne ginnigont displegadenn ebet d'an anv.
Un anv keltiek e c'hallje bezañ. "Lec'h ar redoù" (red = roudouz).
29
ReginiRéguinyUn anv brezhonek moarvat daoust m'eo diaes da zisplegañ. Marteze eo hañval an elfenn "re-" ouzh ar pezh a gaver e deroù an anvioù Remengol, hag a van dianav e ster.56
RemengolRemungolAn hevelep anv ha Remengol (bremañ er Faou), brudet evit he fardon. Koulz an distagadur hag ar stummoù kozh (a grog holl gant re-) a ziskouez n'hon eus ket d'ober amañ gant an anv "run" (torgenn hir). Ar ger "mungol" (lec'h strizh, mulgul) a seblant bezañ56
ReozRieuxE-pad pell e oa bet soñjet e oa ar memes anv pe ul lodenn eus an Duretie kozh. Ne seblant ket bezañ. Div silabenn a zo en anv-mañ, met diaes eo kavout penn d'an anv-mañ. Ne seblant ket bezañ an elfenn "red" (roudouz) n'eus forzh penaos e-barzh.56
RiantegRiantecDiwar "riant" hag a dalvez "rouanez" gant al lostger kreñvaat -eg. Marteze un aspadenn bennak eus doueez kelt ar riegezh.56
RiegRiec-sur-BélonAnv-den brezhonek hag a vez adkavet e-barzh anv Lanrieg da skouer (gant an elfenn "Lann"). Diazezet eo an anv war "ri" (roue), un termen hag a adkaver e-barzh ur bern anvioù brezhonek kozh (Riwal, Riou).29
RivoùRimouAnv-den brezhonek diazezet war "ri" (= roue).35
RoazhonRennesDiwar anv ur boblad geltiek kozh, ar Riedoned. Kar e vefe an elfenn diazez gant ar brezhoneg "red" ha gant hini "rouez" (ster kozh: frank, laosk). "Ar re eo frank o red" eo a ginnig L. Fleuriot. J. Lacroix a ginnig kentoc'h "ar re a ya gant kirri" (reda a35
Roc'hanRohanSavet gant ar ger "roc'h", hag a dalvez ul lec'h kreñv savet en ur beg roc'hellek, mui an dibenn bihanaat -an.56
Roc'h-an-ArgoedRochefort-en-Terre"Roc'h" a dalvez ul lec'h kreñv diazez war ur roc'h. E brezhoneg n'eus ket bet dibabet ober gant an elfenn "fort" (= kreñv) a gaver e galleg. Evit dishañvalout diouzh ar "roc'hoù" e vez lakaet an Argoed dre m'emañ en Argoad.56
RodentRouansDiwar ar stummoù kozh e c'haller gwelet ar wrizienn "rod" (a gaver e-barzh "roudouz" da sk.), da lavaret eo ul lec'h treizhañ war ur stêr. An dibenn a seblant dont diwar ur wrizienn latin. 44
RoskañvelRoscanvel"roz" + un anv-den *Kadvael (stummet gant "kad" (emgann) + "mael" (priñs).29
RoskoRoscoffSavet gant an elfenn "roz" (etre krec'h ha traoñ) + an anv Gov. Kenstok ar "z" mui ar "g" en deus roet "sk".29
Rosloc'henRosnoënSavet gant an elfenn "roz" mui un anv-den Loc'hen (ur sant gant an anv-se a gaver).29
RospezhRospezDiwar "roz" mui ur ger "bezh" (< beith) pe "pezh" (< peith) ha n'ouzer ket petra eo.22
RospordenRospordenSavet gant "roz" + Preden, un anv-den hag a dalvez kement ha "Brezhon". Kavout a reer an anv-se ivez e-barzh Trebeurden (29
RoudouallegRoudouallec"Roudouz" + "galleg" (amañ gant an dalvoudegezh "estren", "ha n'eo ket brezhon"). War ul lec'h tremen, d'ur mare ma oa war harzoù an dachenn mestroniet gant ar Vrezhoned.
Er vro-se ez a ar c'hemmadur dre vlotaat eus G da netra.
56
Roz-Sant-AndrevLe Roc-Saint-AndréN'eo ket ar ger "roc'h" emet ar brezhoneg "roz" (krec'henn). Sant Andrev eo anv an iliz.56
RufiegRuffiacAnv galian-ha-roman, "domani Rufius".56
RunanRunanKenaozet gant ar ger "run" (ur seurt tosenn, uhelenn) hag un anv-den "Azan" a zo emdroet en "an".22
RuskadRucaDiwar ar stummoù kozh e c'haller soñjel en ur ger deveret diwar ar ger "rusk" (kroc'hen ar gwez), mui un dibenn. Da vezañ tostaet neuze ouzh anv "ar Rusked", kreizenn gozh parrez Brelevenez (e-kichen Lannuon).22
RuveniegRéminiacDiwar an anv-den brezhoneg kozh Rumon (a zo aet da Ruvon hiziv an deiz, hag a zeu eus al latin Romanus) hag an dibenn -iac kevatal d'ar brezhoneg -ieg.56
RuziniegRuffignéStok-ha-stok ouzh kumun "Ruzieg". Kar eo an daou anv, diazezet war ar ger "ruz" (liv), abalamour da liv an douar (houarnek). Diwar al latin rufus e teu moarvat an anv.44
Sant-AbranSaint-Abrahamsant Abran (skrivadur 1433), ur sant breizhek mesket gant Abraham, den ar Bibl.56
Sant-AelwezSaint-DolayUr sant gant un anv brezhonek, un diskibl da sant Padrig.56
Sant-AlarSaint-EloyAlar (marteze Halar peogwir e vez distagat San-Talar) a zo ur sant hag en deus kemeret lec'h un doue(ez) kozh a rae war-dro bed ar c'hezeg (al loened end-eeun met ivez ar c'hoved, ar garrerien...). Kavet e vez alies an anv-se war vord an hentoù kozh-kozh.29
Sant-AleustrSaint-AllouestreUn anv-den savet war "gouestl".56
Sant-AlvanSaint-AlbanLec'h gouestlet da sant Alvan.22
Sant-Andrev-an-DoureierSaint-André-des-EauxGwechall e veze graet "Sant Andrev Gwenrann" eus al lec'h-mañ pa veze ezhomm da zishañvalout anezhañ. Goude eo bet lakaet an astenn "an-Doureier" p'emañ e-barzh ar geunioù (ar Briwer) (XVIIIvet kantved). Ur gumun gant un anv damhañval (Sant-Andrev-an-Dour44
Sant-ArmaelSaint-ArmelLec'h gouestlet da sant Armael (pe Arzhel), hag a vez kavet ivez en anv Ploermael ha Plouarzhel. Savet eo an anv-mañ gant an elfenn "arzh" (ourz) ha "mael" (priñs, penn). Kavet e vez an anv "arzh" alies tro-dro da vor-bihan Gwened, gant Arzhon, an Arzh (a56
Sant-BriegSaint-BrieucLec'h gouestlet da sant Brieg, unan eus seizh sant Breizh hervez an hengoun. Daoust da se n'eo ket Brieg paeron an iliz-veur. Hervez e vuhez e oa Brieg mab da Fragan (anv hemañ a gaver e Ploufragan, m'eo bet disrannet diouti tachenn Sant-Brieg). Anvioù al22
Sant-Brieg-MaoronSaint-Brieuc-de-MauronLec'h gouestlet da sant Brieg, diazezer eskopti Sant-Brieg. Un disrann eus Maoron e oa.56
Sant-DenwalSaint-DenoualLec'h gouestlet da sant Denwal, un den ha n'ouzer koulz lavaret netra diwar e benn. Savet eo an anv-den-se gant "don" (aet da "den", ger hag a adkaver en anv Domnonea da skouer), ha "gwal" (talvoudegezh), elfenn hag a vez kavet e meur a anv-den all (evel 22
Sant-Derc'henSaint-DerrienStumm distagañ bro Leon eo a zo amañ. E lec'h all e vez distaget an anv-se Derien kentoc'h (keñveriañ Goulc'hen/Goulien evit ar memes anv).29
Sant-DiviSaint-DivySant-Paeron bro Gembre, sant Divi, en deus kemeret lec'h ur sant all, sant Ivi. Aesaet eo bet an tremen gant an distagadur, pa vez distaget /sandivi/ an anv-mañ.29
SantegSantecN'eo ket un anv "anv+anv-den" p'emañ pouezmouezhiet war ar silabenn "a". Marteze un anv-den diazezet war an elfenn "sant".29
Sant-EgantonSaint-AgathonLec'h dediet (sant) da Gweganton.22
Sant-EvarzegSaint-ÉvarzecHervez ar stummoù kozh eo un emdroadur eus un *Tevrezeg a gaver e anv e Kembre.29
Santez-Anna-ar-BrivedSainte-Anne-sur-BrivetSavet diwar ur rann eus breuriezh "Brivé" (bremañ e Gwenroued). Savet e oa bet ar gumun e 1875 da anv dezhi Santez-Anna-Kambon, a-raok kemer anv ar stêr (ar Brived) a dremen hebiou dezhi. Santez Anna eo maeronez Breizh. Kemeret he deus lec'h un doueez koz44
Santez-Anna-WenedSainte-Anne-d'AurayLec'h gouestlet da santez Anna.
E brezhoneg e lavarer Santez Anna Wened (da lavaret eo: Bro-Wened), met war al lec’h e lavarer alies "Keranna", anv al lec'h ma oa bet kavet an delwenn a zegasas brud ar pardon.
56
Santez-ElenSainte-HélèneMamm da Gustentin Veur, ha ganti e oa bet kavet Kroaz ar c'halvar.
A-raok e oa anvet al lec'h-mañ Lokoal-Henbont.
56
Santez-PezhennSainte-PazanneNe seblant an dedi da santez Pexine pe Pecine (a vije deuet eus Spagn da vare ar Sarazined) bezañ un dra da zegemer hep douetañs. Asuroc'h e vefe gwelet anv c'hoar sant Weltaz anavezet mat er vro (Beg Sant Weltaz nepell), Pezhenn (skrivet Peithien e rollo44
Santez-Rouanez-BreizhSainte-Reine-de-BretagneIliz dediet da santez Rouanez, ur verzherez eus ar Bourgogn. Degaset e vije bet he brud amañ gant ar person hag a oa eus ar vro-se (XVIIvet kantved). A-raok e veze kehelet sant Kadog (pe Kado). E 1918 eo bet ouzhpennet ar meneg "Breizh".44
Sant-FreganSaint-FrégantFregan a vez kinniget evel bezañ tad sant Wennole. An anv-se a adkaver e-barzh en anv Ploufragan.29
Sant-GoneriSaint-GonneryKoneri a zo anv ur sant anavezet dreist-holl e Treger hag e bro Pondi. Savet eo an anv-mañ gant an elfenn "kon" (ki-brezel).56
Sant-GravezSaint-GravéN'ouzer netra diwar-benn ar sant-se hag a zo ur santez marteze (diwar al latin sancta Gravida, ar santez dougerez). Dianav eo ar sant(ez)-se. Marteze a-walc'h ur sant brezhon dianav betek-henn.56
Sant-Gwioñvarc'hSaint-GuyomardGwioñvarc'h, un anv brezhonek anavezet ha douget betek bremañ. Ar sant-se avat a zo divrud-kaer ha n'eo anavezet nemet el lec'h-se.56
Sant-HernSaint-HerninDiwar "houarn', ur ger a gaver alies en anv tud brezhonek kozh, mui an dibenn -in (a emdro en -en alies: kv. Konvelin/Konvelen, Riwelin/Riwalen...). Ar stumm brezhonek a-vremañ a zeu moarvat diwar ur berradur deuet diwar ar pouez-mouezh kreñv a laka an di29
Sant-InanSaint-AignanSaint Yunan (aet da Inan en distagadur). Lakaet eo bet sant Aignan, eskob Orleañs, en e lec'h er stumm ofisiel.56
Sant-IviSaint-YviLec'h gouestlet da sant Ivi. Ur sant brezhon a gaver alies e Breizh (e Logivi da skouer). A-wechoù eo bet mesket gant sant Divi (abalamour d'al liamm). Marteze e teu anv ar sant eus Iv (ivin, ar wezenn).29
Sant-JelanSaint-GérandAnv ur sant eus Breizh hag a oa keneil da sant Padrig. Adkavet e vez un tammig dre holl e Breizh.56
Sant-Jili-ar-MenezSaint-Gilles-du-MenéLec'h gouestlet da sant Jili, ar "Menez" a zo ur c'horn-bro torgennek etre Bro-Sant-Brieg ha Bro-Sant-Maloù.22
Sant-Jord-GrehanSaint-Georges-de-GréhaigneSavet gant benediktaned eus abati sant Jord Roazhon en 11vet kantved. Da gentañ e oa anvet Vilers (Gwiler), a-raok bezañ anvet gant an elfenn Hyrhana, Grihania (e latin) aet da Grihaingne ha Gréhaigne e galleg. Un anv deuet diwar ar brezhoneg war a seblan35
Sant-Karadeg-TregonvaelSaint-Caradec-TrégomelDaou anv: lec'h gouestlet da sant Karadeg (un ermit) ha Tregonvael, savet gant an elfenn "trev" (diazez eus ar grennamzer uhel) mui an anv-den Konvael (diwar "kon" (ki-brezel) ha "mael", penn, priñs).56
Sant-KaregSaint-CarreucLec'h gouestlet da sant Kareg, un anv savet diwar "kar" + an dibenn -eg. Ar stumm ofisiel (gant -euc) a ziskouez eo bet kollet ar brezhoneg dre eno er XIV-XVvet kantved.22
Sant-Ke-Porzh-OluedSaint-Quay-PortrieuxLec'h gouestlet da sant Ke. Dishañvalet e vez ar Sant-Ke-mañ gant anv ur porzh "Porzh-Olued" (an eil anv a zo un anv-den).22
Sant-KogoSaint-GorgonLakaet eo bet sant Gorgon e-lec'h ar sant breizhek Kogo. E galleg ar vro e lavarer atav "Saint-Gogo".56
Sant-KonanSaint-ConnanLec'h gouestlet da sant Konan. Un anv anavezet mat eo e Breizh hag er broioù keltiek. Meur a sant a zo anvet evel-se, ha n'ouzer ket pehini a zo enoret amañ.22
Sant-KongarSaint-CongardLec'h gouestlet da sant Kongar, anv savet diwar "kon" (ki, pe marteze "uhel") ha "kar".56
Sant-KouledSaint-CoulitzKouled pe Koulid a zo ur sant ha n'eo ket anavezet kaer a-hend-all.29
Sant-LaorañsSaint-LaurentKollet eo bet an anv orin (Lanlaouran) ha mesket an anv Laouran gant Laorañs, ha lakaet "sant" e-lec'h "lann" (ger a dalvez "lec'h santel").22
Sant-Laorañs-GraenegSaint-Laurent-sur-OustLec'h gouestlet da sant Laorañs. An anv kozh a oa "Greunneuc", ger brezhonek, daoust ma n'eur ket asur eus e ster. Miret eo bet an anv-se en eil lodenn e brezhoneg.56
Sant-LeriSaint-LéryLeri pe Louri a zo ur sant eus Breizh.56
Sant-Maloù-an-Teir-FeunteunSaint-Malo-des-Trois-FontainesLec'h gouestlet da sant Maloù. Un tamm e oa eus eskopti kozh Sant-Maloù. Ur gumun nevez eo (dibenn an 19vet kantved, distaget diouzh Mozhon). Teir feunteun a zo war al lec'h, kichen-ha-kichen emaint (gouestlet da sant Maloù, d'ar Werc'hez, ha da sant Mati56
Sant-Maloù-BenionSaint-Malo-de-BeignonLec'h gouestlet da sant Maloù. Eskibien Sant-Maloù o devoa un annez kaer amañ ha stag e oa ouzh eskopti Sant-Maloù betek ar Reveulzi. Un disrann diouzh Benion e oa, eleze ar spisaer rak meur a S. Maloù all a zo dre ar vro.56
Sant-Maloù-Gwersac'hSaint-Malo-de-GuersacLec'h gouestlet da sant Maloù, unan eus "seizh sant Breizh". Ur stagadenn a zo bet lakaet ouzhpenn evit e zisheñvelout: Gwersac'h, savet gant ar gerioù "gwern" (gwez a gresk el lec'hioù gleb) ha "sac'h", lec'h ma chom sac'het an dour. Un anv a zegouezh ma44
Sant-Marc'hellSaint-MarcelGouestlet eo an iliz da sant Marc'hell, pab ha merzher.
Mar bije un dedi da dostaat (ar pezh a c'hoarvez aliezik) e vije dav mont da glask war-zu un anv Marc'hell a gaver e lignezioù rouaned Breizh, met un anv plac'h ez eo.
56
Sant-Martin-war-ar-MaezSaint-Martin-des-ChampsDishañvalet e vez Sant Martin war ar Maez diouzh Sant Martin Montroulez a zo stok ouzh Montroulez, hag ul lodenn eus kêr koulz lavaret.
Ar stumm "Martin" a ziskouez n'eo ket un anv gwall gozh.
29
Sant-Mikael-KevegerSaint-Michel-Chef-ChefMarteze a-walc'h diwar anv kozh Beg Gweltaz a zo nepell, hag a oa Chevesché, Chevêché betek an 18vet kantved. En anv-mañ ec'h adkaver ar galleg "chef" (= penn, kab), anv boas evit ur beg-douar.
Kinniget ez eus bet ivez kavout en anv-mañ ar ger Chevecier p
44
Sant-NevenSaint-MéenUn anv savet diwar ar ger "neñv". An anv-mañ a vez adkavet en anv Lesneven. Evel e meur a lec'h all eo bet kemeret e blas gant sant Mewen (a ro un distagadur /neven/ goude ar ger sant. E galleg eo aet pelloc'h c'hoazh ar cheñchamant p'eo bet lakaet en e b29
Sant-Nikolaz-an-HentSaint-Nicolas-de-RedonLec'h gouestlet da sant Nikolaz, e penn un hent meur kozh. Paot eo al lec'hioù gouestlet da sant Nikolaz a-hed an hentoù kozh.44
Sant-Nikolaz-ar-RozSaint-Nicolas-du-TertreLec'h gouestlet da sant Nikolaz, gant ar spisaer "roz".56
Sant-NolfSaint-NolffWar al lec'h e vez distaget "Senolf". Diwar anv "Menolf", anv un eskob eus Kemper. Kemmadur "m" goude ar ger "sant" en deus lakaet kemmesk etre (s)"ant" hag "en" ha roet S-enolf, hag adsavet da Sant Nolf.56
Sant-NougaSaint-VougayN'anavezer ket stumm gwirion an anv-mañ. Hervez ar c'hemmadur friet a zo e penn kentañ an anv e brezhoneg, e rankjed klask war-du ur *Mouga pe *Mougae bennak.29
SantozSaint-ThoisEmañ ar pouez-mouezh war an "a", ha n'eo ket un anv gant "sant+anv-den", met kentoc'h eus ar ger "sant" gant un dibenn.29
Sant-PabuSaint-PabuKavout a reer alies an anv Pabu en anvioù-lec'h Breizh. Abaoe pell eo bet lakaet gant ar relijion da vezañ un titl roet da sant Tudwal. Dont a ra an anv-se eus al latin "papa" (tad, den a iliz).29
Sant-PeregSaint-PerreuxSant Pereg a zo ur sant breizhek anavezet-mat eus an daou du da Vor Breizh. Trede paeron Kernev-Veur eo, ha hini kentañ Devon.56
Sant-Pêr-KiberenSaint-Pierre-QuiberonUn disrann eus Kiberen. Kemeret en deus anv ar chapel a zo deuet da vezañ an iliz.56
Sant-PeverSaint-PéverLec'h gouestlet d'ur sant anvet "Bever". Kreñvaet eo bet ar "b" kentañ gant "t" dibenn ar ger sant.22
Sant-RiegSaint-RieulSant Rieg. Anv diazezet war "ri" (roue) hag an dibenn -eg. Adkavout a reer an anv-se en anvioù all evel Rieg (ur gumun e Kernev), e Lanrieg...22
Sant-RienSaint-Adriensant + Rien, un anv den savet diwar "ri" = roue.
Treuzlakaet eo bet en e blas ur sant all degemeret gwelloc'h gant an Iliz, Adrian. Gant al liamm etre "sant" hag "r" eo e vez klevet un "d" en distagadur /zãn'dri.ãn/.
22
Sant-RiwalSaint-RivoalLec'h gouestlet da sant Riwal. Ur sant a zo dediet dezhañ meur a lec'h e Breizh. Roue Domnonea eo bet hag un eontr da Dudwal. An enbroad kentañ da Vreizh e vije bet ivez, hervez ar mojennoù.29
Sant-Sebastian-an-EnkSaint-Sébastien-sur-LoireLec'h gouestlet da sant Sebastian, ur sant brudet bras er grennamzer (ur sant arme e oa, met pedet e veze ivez a-enep ar vosenn). Da astenn d'an anv e kaver doare brezhonek an anv kozh "Engnia", enk, da lavaret eo pa zeu an tremen da vezañ "enk" evit ar s44
Sant-SegalSaint-SégalLec'h dediet da sant Segal. N'ouzer koulz lavaret netra diwar-benn hemañ. Hervez ar stummoù koshañ e vefe "Sengar" an anv diazez.29
Sant-SeoSainte-SèveLec'h gouestlet da "Seo" pe "Sev". E galleg e lakaer "sainte" (santez), moarvat dre erlec'hiañ Seva (c'hoar sant Tudwal).29
Sant-Servant-an-OudSaint-ServantLec'h gouestlet da sant Servan (paeron Sant-Servan e Sant-Maloù bremañ, ha paeron Glaschu ivez, a-douez lec'hioù all).56
Sant-Servez-LandivizioSaint-ServaisLec'h gouestlet da sant Servez.29
Sant-Stefan-BrengoloùSaint-Étienne-de-MontlucLec'h gouestlet da sant Stefan. Kevatal eo an eil elfenn d'an anvioù-lec'h Brengoloù (hag o adstummoù) a gaver ken alies e Breizh, evit an anv-se, kit da welet Brengoloù.44
Sant-TegonegSaint-ThégonnecKemeret en deus anv an iliz lec'h an anv kozh, Pleiber-Riwal (savet diwar disrann Pleiber gentañ, an hanter all a zo aet d'ober Pleiber-Krist). Savet eo anv ar sant gant ar rakger "te" + kon (uhel, pe ki brezel) + an dibenn kreñvaat -eg.29
Sant-TeveSaint-Avé"Teve" pe "Tevei" a vije ur sant eus Kembre.56
Sant-TonanSaint-ThonanLec'h gouestlet da sant Donan. Dont a ra an "t" a zo bremañ en anv diouzh kenstok "t" ar ger "sant" gant "d" deroù ar ger. Evit ster an anv, gwelet Sant-Donan en Aodoù-an-Arvor.29
Sant-TudalSaint-TugdualLec'h gouestlet da sant Tudwal (a vez distaget Tudal er vro), unan eus ar sent vrudetañ e Breizh, ha paeron, a-douez traoù all eus eskopti Treger. Faos eo ar skrivadur "Tugdual" bet ledet gant an Iliz, ur falsskrivadur eus "Tudgual" n'eo ket, ur stumm kre56
Sant-TurianSaint-ThurienEmdroadur un anv (a soñjer eo Gourc'hen/Gourien) a ro e brezhoneg "Sant Tourc'han" (evel e Plounevez-Moedeg) ha treuzplaket warnañ an anv "Eturian" pe neuze an anv "Turian" hepmuiken. N'eo ket splann-kaer afer al lizherenn gentañ (diwar kemmadur), ha mart29
Sant-TuriavSaint-ThuriauLec'h gouestlet da sant Turiav, bet eskob Dol en 8vet kantved.56
Sant-Varzhin-an-OudSaint-MartinLec'h dediet da sant Marzhin (Teurgn). Unan eus ar sent o deus ar muiañ a zedioù er Frañs, met nebeut e Breizh e-skoaz, war-bouez e Bro-Roazhon. Liammet e vez alies an anvioù Martin/Marzhin gant an arzh, met ivez Matilin/Mathurin hag en deus ivez ul lec'h56
Sant-VigSaint-NicLec'h gouestlet da sant "Mig" (a dro da Vig gant ar c'hemmadur degaset gant ar ger sant). Kavout a reer an anv-se en anv Plevig da skouer. Ar stumm ofisiel gallek a ziskouez ur c'hemmadur friet a gaver alies en anvioù-lec'h.29
Sant-Visant-an-OustSaint-Vincent-sur-OustLec'h gouestlet da sant Visant. Emañ al lec'h-se war an Oud, ar stêr.56
Sant-VranSaint-VranDiwar un anv sant Gweran. Un sant keltiek eo, gant un anv predenek, met lakaet eo bet en e blas anv ur sant gall Véran. Diwar kemmadur Gw goude sant e teu an anv da vezañ W/Veran. Pe neuze sant Bran, un anv anavezet mat. Hervez un hengoun er vro e vez ped22
Sant-WazegSaint-GoazecSant + un anv Gwazeg a gaver en anvioù all e Breizh.29
Sant-Yagu-ar-BinegSaint-Jacut-les-PinsYagu a oa breur da sant Wennole. Meur a sant Yagu (pe Jagu) all a zo e Breizh, eleze ar spisaer ar Bineg lakaet da heul.56
Sant-Yann-ar-BizSaint-Jean-du-DoigtEn iliz e vez miret un tamm eus biz sant Yann Vadezour. A-raok e oa "Traoñ Meriadeg" anv al lec'h.29
Sant-Yann-ar-C'houenonSaint-Jean-sur-CouesnonLec'h gouestlet da sant Yann. Staget eo bet anv ar stêr a-benn dishañvalout diouzh an anvioù all gant Sant-Yann hag a zo niverus.35
Sant-Yann-ar-WernSaint-Jean-la-PoterieUnanidigezh div greizenn, Sant-Yann-ar-Wern (a zo bet miret an anv penn-da-benn e brezhoneg), ha Sant-Jakez-ar-Boderezh, el lec'h ma'z eus bet graet poderezh e-pad pell-mat, abaoe an amzer galian-ha-roman da vihanañ.56
Sant-Yann-BreveleSaint-Jean-BrévelayLec'h gouestlet da sant Yann Breveley, sant saoz marvet e 721 (lakaet war roll ar sent e 1037), paeron ar barrez abaoe 1542. Evel m'eo anavezet al lec'h a-raok, m'eo kozh an iliz (un darn a zo eus an XIvet kvd), hag evel ma kaver ivez ar meneg S. Iean de 56
Sant-Yann-DrolimonSaint-Jean-TrolimonLec'h gouestlet da sant Yann Vadezour. En eil anv e kaver "trev" + Ruvon, ur breur da sant Tudwal, anavezet ivez gant e anv Tudi.29
Sant-Yann-GerdanielSaint-Jean-KerdanielDiwar anv ur chapel dediet da sant Yann hag a oa perc'hennet gant kastell Kerdaniel. An anv diwezhañ-mañ a zo savet diwar "kêr" (gant e ster kozh a gastell) hag an anv-den Daniel, hag a gaver a-gozh en anvioù-lec'h brezhonek.22
Sant-YoasinSaint-JoachimHervez an hengoun eo sant Yoasin pried santez Anna ha tad ar Werc'hez. N'emañ ket ar gumun gwall bell diouzh Santez-Anna-ar-Brived. Ret eo gouzout ivez eo bet kemeret gant santez Anna lec'h doueez ar geunioù. Hag e kreizig-kreiz ar geunioù emaomp.44
SaozonSauzonSaozon. En istor e c'hall ar ger-mañ talvezout ivez evit an estrenien deuet dre vor, ar vikinged da skouer a veze graet Saozon anezho ivez.56
SarzhavSarzeauN'eus bet kavet displegadur dereat ebet evit c'hoazh evit an anv-mañ. Kinniget ez eus bet gwelet al latin izel "exsartum", lec'h difraostet, gant un emdroadur brezhonek da heul. Met an dibenn -av a seblant bezañ brezhoneg, ha menegomp (ma n'eo ket un dego56
SavennegSavenayAnv diasur, met war a seblant e vefe un anv deskrivañ, diazezet war "saon", pe neuze "savenn" (amañ emañ an troc'h etre Erv Breizh hag ar blaenenn).
Marteze eo kenorin an anv gant Sevinieg e Bro-Sant-Maloù.
Un etimologiezh dre un anv latin Sabinus a zo da
44
SeglianSéglienOrin diasur. Marteze eo rakvrezhoneg.56
SerentSérentN'eus ket bet kavet penn d'an anv-mañ c'hoazh. Er bloaz 866 (Kartular Redon) e veze skrivet an anv-se "Serent" c'hoazh.56
SibirillSibirilN'ouzer ket orin an anv-mañ. Darn o deus kinniget an elfenn "si" (silin, lec'h evit dastum holen), darn all ar ger "sez" + anv-den Peril, hep delc'her kont eus emdroadur ar sonioù. War varteze e chomer c'hoazh.29
SiliegSilfiacDiwar ar stummoù kozh e c'haller adsevel da Selev, un anv sant a lakaer da vezañ kevatal gant Salaun, mui an dibenn -iac (= (i)eg)56
SineSénéMeur a zisplegadur a zo bet kinniget hep na vefe direbech hini ebet anezhe. Gwelet a ra lod an elfenn geltiek "sen" (= brezhoneg "hen") e-barzh. Daoust d'e neuz eo diaes ivez lakaat anv an annezidi e galleg (sinagot) da sevel d'ur stumm *Senacum a vije be56
SizunSizunAmsklaer eo orin an anv-mañ. Heñvel eo ouzh hini ar C'hab-Sizun (hag anv brezhoneg Enez-Sun).
Diaes eo krediñ e teufe eus un anv latin Sidonius.
Gallout a reer degas war-raok (ur c'hinnig n'eo ken) un etimologiezh hag a dalvezfe evel hini ar C'hab-Sizun,
29
SkaerScaërN'eus bet kavet talvoudegezh dereat ebet c'hoazh evit an anv-mañ.29
SkiñviegSquiffiecKrediñ a reer alies e teu an anv-mañ eus "skav" (ar gwez), koulskoude ez eus ur friadur en distagadur brezhoneg, ar pezh a ya a-enep d'an etimologiezh-se.22
SkouvlantLa RegrippièreEr stumm kozh (1088) e kaver ar ger en deus roet ar brezhoneg skou(v)l (un evn-preizh), gant an dibenn -ant. War a seblant eo bet troet ar ger-se e frankeg (grip = skilf un evn-preizh). Gwelet ivez ar ger a-vremañ sklouf, rapace (eilster)... 44
SkrignegScrignacUn anv deskrivañ e seblant bezañ: lec'h serzh, roc'hellek.29
SpeiedSpézetDiaes a-walc'h eo krediñ ez eo ar ger "spezad" (ar frouezh). Aesoc'h eo degemer stumm brezhoneg an anv latin Expectatus (E. Vallerie). E brezhoneg e vez lavaret "ur Speiotenn" evit ur plac'h eus ar vro, ar pezh a ya gant ar stummoù kozh en "ot". Kement-se29
SulniegSulniacDiazezet war an elfenn geltiek "sul" a gaver meur a wech un tamm dre-holl (evel en anv stêr Sulon), hag en anvioù tud evel "Sulian". Un anv doue e oa, a ra dave da zoueoù an dour (met liammet ivez gant an heol). An dibenn kreñvaat "ag">"eg" a zo amañ. Un 56
SurzhurSurzurEmdroadur brezhonek un anv latin bennak, marteze an anv-den Sartorius pe Sertorius.56
TalbontTaupontEus ar brezhoneg "tal" ha "pont" (= tal ar pont)56
TaoleTauléN'ouzer ket talvoudegezh an anv-mañ. Darn (evel L. Fleuriot hag E. Vallerie) a soñj ez eus amañ un emdroadur romanek eus un anv galian-ha-roman (E. Vallerie a ginnig un anv diwar "tarv"). B. Tanguy a lavar e oa ur "blouev" gozh gant un anv brezhoneg. N'ou29
TeheliegThéhillacMarteze un anv a-orin galian-ha-roman; mard eo prouet e klot al lec'h-mañ gant Tincillacencis locus. A-hend-all e c'hall bezañ un anv brezhonek, gant Tehel, mui an dibenn -ieg.56
TeizTheixN'eus bet kavet displegadur mat ebet d'an anv-mañ. Dont a ra hep mar eus ur stumm latin pe izellatin, pehini avat? Hervez emdroadur ar sonioù e tleje bezañ al latin *texu (met n'eo ket testeniet an anv-mañ neblec'h) (E. Vallerie).
Marteze diwar ar c'helti
56
TerrugTelgruc-sur-MerSavet diwar ur ger "tel", a seblant bezañ kar da "tal" hag ar ger "krug" (uhelenn, savenn, keñveriañ gantkrugell). Neuze 'ta al lec'h a zo "a-dal d'ar grug". N'ouzer ket pehini eo ar grug-se. Marteze e ra dave da "Cruc Ochidient" (krug ar c'hornaoueg), un29
Tourc'hTourchTourc'h (ger savet diwar "tarv+ho(u)c'h), da lavaret eo ur par-hoc'h. N'ouzer ket abeg an anv-mañ.29
TrealTréalDre ma veze graet "plebs" (= plouev) anezhi e 858 a ziskouez n'eo ket moarvat un "drev". Ret eo gwelet un anv-den e-barzh moarvat, anvioù gant "treal" a gaver e lec'h all e Breizh.56
TrebabuTrébabu"Trev" + Pabu, anv-den a gaver alies en anvioù-lec'h hag a lakaer da vezañ un titl evit (sant) Tudwal (tad, den a iliz).29
Trec'horantegTréhorenteucSavet gant "trev" (diazez eus ar grennamzer uhel) mui un anv-den hag a c'hallje bezañ an anv Gourc'hoanteg a-vremañ.56
TredionTrédionSavet gant an elfenn "trev" mui an anv-den Gwion degaset gant ar rakger "te" (evel ma c'hoarvez gant Koneg / Tegoneg), ar pezh a ro trev+de+Wion, hag e tegouezher gant Tredion.56
TreduderTréduder"trev" + Tuder, un anv-den. Eus ar c'heltieg *Toutorix e c'hallje dont hervez E. Vallerie.22
TrefiegTreffieuxTrev + Fieg, anv-den. Anv a dostaer alies da "Fiakr" (marteze ez eus bet kemmesk etre an 2 anv-se).44
TrêgadTréogat"Trev" + un anv-den a vez adsavet evel *Bozgad (*Beuz "trec'h" + kad "emgann"). Paeron an iliz eo an den-se lakaet war roll ar sent e Breizh.29
TregarantegTrégarantec"Trev" + Karanteg (anv-den). Ur gumun gant an anv-se a gaver ivez.29
TregarvanTrégarvan"Trev" + Karvan. Anv ar stêr a dremen er reter d'an tiriad-mañ (anv an aber eo ivez).29
TregenegTréguennec"Trev" (trevadenn eus ar grennamzer uhel) + un anv-den, Keneg (an anv-mañ savet gant ar ger "ken" — kaer, hag a adkaver er ged "kened" — + an dibenn kreñvaat -eg.29
TreglonoùTréglonou"Trev" + anv-den a c'haller adsevel evel *Gloeznaou.29
TregonTréguncN'en deus ket an anv-mañ da welet gant "trev", met kentoc'h "tre" (treuz-, pe tra- (evel er ger "tra-mor": en tu all). Met petra eo an eil elfenn? N'ouzer ket. Hervez reolenn ar c'hemmadurioù e vefe kentoc'h *gent, pe marteze *genk.29
TregonevTrégonneauTrev + "Konev", un anv-den diazezet war "kon" a gaver alies en anvioù kozh brezhonek, hag a dalvez "ki" (pe neuze, hervez, lod "uhel"). Un dibenn-ger est "ev".22
TregourezTrégourezTrev + un anv-den dianav a rankje bezañ *Korvoes er penn kentañ.29
TregromTrégrom"Trev" + "kromm". Moarvat diwar ar grommenn graet gant ar stêr Leger eno, m'emañ tachenn ar gumun.22
TrelaouenanTréflaouénan"Trev" + Laouenan, un anv-den diazezet war "laouen" (evel an anv a gaver e-barzh Poullaouen).29
TrelevenezTréflévénez"Trev" + "levenez" (anv-den). Ar memes ger hag ar ger a-vremañ "levenez" eo.29
TrelezTréflez"Trev" + lez.29
TremaouezanTrémaouézan"Trev" + un anv-den Maouezan.29
TremargadTrémargatDiwar ar ger "trev" + anv den "Maelgad" (diwar "mael", priñs, ha "kad", emgann)22
TremelarTréméloir"Trev" + "Melar", un anv den a gaver alies. Un anv sant eo, hag un anv roue ivez (mab da Miliav). Paeron ar barrez-mañ eo.22
TremeogTréméoc"Trev" + an anv-den Maeog, anv a vez adkavet alies e lec'hanvadurezh Breizh (e-barzh Lanveog ec'h adkaver an anv-se da skouer).29
Tremeven-GoueloùTréméven"Trev" + Meven, un anv den. Ur sant a zo gant an anv-se. En e blas ez eus bet lakaet alies sant "Min" gant an Iliz.22
Tremeven-KemperleTréméven"Trev" + Meven, un anv den. Ur sant a zo gant an anv-se. En e blas ez eus bet lakaet alies sant "Min" gant an Iliz.29
TreouergadTréouergat"Trev" + anv-den henvrezhonek *Gouezgad.29
TreveregTrévérec"Trev" + "Mereg", un anv-den. Kavout a reer ivez Lesvereg war dachenn ar gumun.22
TreveurTrémeur"Trev" + "meur".22
TrevleanTreffléan"Trev" + "lean", un anv(-den) a gaver aliezik en anvioù-lec'h Breizh (evel e Lanneanou da sk. < Lann+leanoù)). Dediet eo an iliz da sant Leon, met dre levezon ar son lean/leon n'eo ken.56
TrezeniTrézényTrev + Seni, anv-den a gaver ivez e-barzh Gwiseni (Leon).22
TrezilideTrézilidé"Trev" + un anv (un anv-den moarvat) "Silide" ha n'ouzer netra diwar e benn.29
TriagadTreffiagat"Trev" + Riagad, un anv den savet gant "ri" = roue, mui "kad", emgann. E-kichen e kaver an anv-lec'h Lechiagad a zeu-eñ eus Lez+Riagad.29
Tro-ParkLe Tour-du-ParcTro-Park, a oa en-dro da bark kastell Susinioù.56
YestaelGestelAnv-den brezhonek. Kement ha "just" hag "hael" e talvez an anv-mañ.56
Zinzag-LokristInzinzac-LochristHervez stummoù kozh 'zo (Dinsinsac...) ha stummoù komzet 'zo (Dinzag) e c'haller gwelet an elfenn "din" (uhelenn greñv) amañ, gant sag (= chag, dour-chag) ha sin (a gaver e kembraeg evit skum.
Lokrist a zo savet gant "log" + "Krist", lec'h gouestlet d'ar
56